Pontoù ar bed

Dindan an oabl gris, e gortoz kormoraned ha gwennili
ar baradoù avel ha glav daouganet evit fenozh.
Emaont war dossen maen Natural Bridges, evel amphorennoù kozh, lufr ha gweñv.
Bagadoù evned mor, uhel, a glask ar gwasked aboe ar beure.
Glas gwer eo ar mor, lent ar gwagennoù.
En em gejañ a raio hirie da nozh neizhioù dastumet pell, dreist d’hon bed,
Hon c’halonoù a vo glannaet gant tonnoù, pouner awalc’h da freuzañ ar reier.
Stouet eo an aod, pladennoù maen-raz prest da c’hoari.
Pik! Tiritariii… e-pad ma debr e verenn ur familh, hec’h-unan, e-kreiz an draezhenn divent.