Perenn

Ar berenn he fer aour hag ar c’horf-hep-ene

Ur wezh e oa ur roue en Frañs hag en devoa tri mab. Fañch e oa anv ar mab henañ, Erwan anv an eil hag Arzhur anv an drivet.

En jardin ar palez e oa ur wezenn-ber hag a roe per aour eus ar c’haerañ. Mes bep noz e vije laeret ur berenn eus ar wezenn, ha den na ouie piv e oa al laer. Ma oa droukkontant-bras ar roue eus a gement-se.

–Me, ma zad, a lâras dezhañ Fañch, e vab henañ, a dremeno an noz kentañ indan ar wezenn, ur wareg ganen em dorn, ha mar gwelan al laer, ne vankin ket warnañ.

Setu, pa voe deut an noz, ma ‘c’h eas eta Fañch indan ar wezenn, gantañ ur wareg vat en e zorn, hag e c’hortozas al laer per. An amzer a oa klouar, an oabl steredennet, hag ec’h azezas war ar c’hlazenn, hag e vanas kousket a-raok hanternoz.

An dewarlerc’h, beure mat, ar roue kozh a deuas da welet e wezenn-ber.

–Ac’hanta, ma mab, a c’houlennas digant Fañch, gwelet a’ teus al laer per ?

–Nann avat, ma zad, a lâras Fañch o em dishunañ en ul lamm, n’am eus ket gwelet anezhañ.

Ar roue a gontas neuze ar per, hag a welas e oa aet unan arre gant al laer.

–Allas ! Ma mab, a lâras neuze, n’out ket un diwaller mat; aet a zo unan arre gant al laer.

Fañch a stouas e benn, ha ne lâras netra.

An noz war-lerc’h, Erwan, ar mab etre-henañ, a c’hoantaas mont ivez da diwall ar wezenn. Ma c’hoarvezas gantañ penn-da-benn evel gant e vreur henañ. Menel a eure kousket a-raok hanternoz, hag an dewarlerc’h ar beure, pa deuas ar roue da gontañ e ber, e oa aet unan anezhe arre gant al laer.

Arzhur, ar mab yaouankañ, a c’hoantaas mont ivez d’e dro da diwall ar wezenn. Mont a eure eta, pa voe deut an noz, gantañ e wareg, evel an daou all. Mes ne vanas ket kousket evelte. Al loar a oa sklaer hag an noz kaer. War-dro hanternoz, e teuas da vezañ teñval evel pa vije ur goumoulenn o tremen war al loar.

— Petra eo kement-mañ ? a lâras ennan e-unan.

Hag e savas e daoulagad etrezek an neñv, hag e welas un evn bras hag a guzhe al loar evel ur goumoulenn. Dont a eure war-eeun etrezek ar wezenn, hag o tremen e kasas gantañ ur berenn en e veg. Arzhur, hep kaout aon, a dennas war an evn bras, ha kerkent e leuskas ur c’harmadenn spontus, hag ar berenn a oa gantañ en e veg a gouezhas d’an traoñ. Mont a eure kuit koulskoude.

— Tapet eo ! a lâras Arzhur, hag e tastumas ar berenn.

An dewarlerc’h ar beure, ar roue a deuas arre da welet e wezenn-ber.

–Ac’hanta, ma mab, a larâs da Arzhur, eürusoc’h ez out bet eget da vreudeur ?

— Ya ‘vat, a gredan, ma zad.

–Gwelomp eta. Hag e kontas ar per, hag e lâras neuze:

— Allas ! Unan a zo aet arre !

— O ! N’eo ket aet a-bell, ma zad, setu-hi aman.

Hag e roas d’e dad ar berenn, lec’h ma oa c’hoazh roud beg al laer.

–Kement-se a zo mat-kaer, ma mab, mes piv eo al laer eta ?

Ur pikol evn bras, ma zad, un êgl, a gredan; tennet am eus warnañ ur bir, pa oa o vont kuit gant ar berenn, hag en deus leusket ur c’harmadenn spontus, hag ar berenn a zo kouezhet d’an traoñ, mes eñ a zo aet kuit.

–Gouliet a’ teus anezhañ neuze, ma mab, ha marteze ez eo kouezhet un tu bennak war-dro; klaskomp da welet.

Ha setu-int da glask o-daou. Gwelet a eurejont takennoù gwad war ar geot hag ar bodennoù, hag o heuilh’ ar roudoù-se ec’h ejont betek ur c’hozh puñs dilezet, en kreiz ur c’hoad. Ne welent ket a wad pelloc’h eget eno. Fañch hag Erwan a oa deut ivez.

— Ret eo e ve aet er puñs-se, a lârjont.

— Ret eo diskenn e-barzh warnañ, a lâras ar roue; piv a diskenno er puñs ?

— Me ! a lâras Fanch, ar mab henañ.

Ar roue kozh a rankas mont d’ar ger er mare-se, hag a lâras da dri pe bevar mevel mont gant kerden betek ar briñsed e-tal puñs kozh ar c’hoad. Staget e voe ur gordenn hir eus ar c’helorn; Fañch ac’h eas neuze ebarzh ar c’helorn hag a voe diskennet er puñs. Ur c’hloc’h bihan a voe lakaet a-us d’ar puñs, ha staget outañ ur gordenn da diskenn ivez gantañ, evit gallout reiñ da c’hout pa en devije c’hoant da vezañ tennet ermaez. Ar puñs a oa don, hag ar c’helorn a diskenne, a diskenne bepred. Ma teuas aon da Fañch, pa em gavas en un deñvalijenn vras, hag e sachas war gordenn ar c’hloc’h, hag e voe tennet er-maez ar puñs. Erwan a c’hoantaas diskenn e-barzh neuze. Mont a eure un tammig donoc’h eget e vreur henañ, mes aon a deuas dezhañ ivez, hag e sachas war gordenn ar c’hloc’h, hag e voe tennet er-maez ar puñs.

— D’am zro bremañ ! a lâras neuze Arzhur.

Hag ec’h eas er c’helorn. Ma tiskenne, ma tiskenne bepred, hag ar c’hloc’h na sone ket. Ma em gavas re verr ar gordenn, hag e voe ret mont da glask unan all da stagañ outi. Ha setu neuze ar c’helorn da diskenn, da diskenn arre, e-pad pell amzer, ken a degouezhas ivez en foñs ar puñs. Arzhur a deuas neuze er-maez ar c’helorn, hag a em gavas en ur bed all, lec’h na oa netra heñvel ouzh ar bed ouzh-krec‘h, nag ar gwez, nag ar bleunioù, nag al loened, na zoken ar sklêrijenn. Ma voe souezhet bras o welet kement-se, mes n‘en devoa ket aon koulskoude, hag e em lakaas da vale dre ar bed nevez-se. Ma kavas hepdale ur wrac‘hig kozh.

— Pelec‘h ec‘h et-c‘hwi evel-se, Arzhur, mab yaouankañ ar roue Frañs? a c[‘]houlennas digantañ ar wrac[‘]h.

— Da glask an hini a laer bep noz per aour ma zad, mamm-gozh, a lâras Arzhur, souezhet-bras o welet ez oa anavezet dre eno ivez.

— O! Al laer-se a zo mab din, hag hennezh n‘en deus ket aon dirazout.

— Ma! Gwelet e vo, mamm-gozh, eme Arzhur, hag ec‘h eas a-raok.

Ma em gavas hepdale dirak ur c‘hastell hag a oa en-dro dezhañ mogerou dir, uhel, uhel; Hag a-us d‘an nor-borzh e welas kludet an evn a glaske. Kerkent ha ma welas an êgl anezhañ, e nijas kuit, gant ur garm spontus. Arzhur, o welet an nor digor, ac‘h eas er porzh. Ma welas eno ur briñsez kaer evel an deiz, hag a lâras dezhañ:

— Demat dit, Arzhur, mab yaouankañ ar roue Frañs.

— Ha deoc‘h ivez, priñsez kaer: c‘hwi ma anavez ivez eta?

— Ya, da anavezout a ran, ha ra vi deuet mat amañ, rak gallout a rafes hon tennañ ac‘hann, ma div c‘hoar ha me. Hon-zeir ez omp merc‘hed da roue ar Spagn, hag abaoe pemp bloaz al loen lous-se a zo nijet kuit gant ur garm spontus, pa en deus ho kwelet, hon dalc‘h indan gazelge, en tri c‘hastell, unan dir, hemañ eo hag un‘ all arc‘hant, hag an drivet aour. Mar gallet dont a-benn da lazhañ anezhañ, e vefomp tennet a boan, hag e c‘hallfet komer da bried an hini ac‘hanomp hon-zeir a garfet ar muiañ.

— Kement-se a zo gwall vat, Priñsez, ha da glask al loen-se ez on deut amañ eeun; met penaos dont a-benn da lazhañ anezhañ, mar nij kuit bep tro ma tostain dezhañ ?

— Me ‘c‘h a d‘ho kas betek ar c‘hastell arc‘hant, lec‘h ma ‘z eo aet. Eno am eus ur c‘hoar hag a zo koantoc‘h ha kaeroc‘h egedon.

Hag ec‘h eas gantañ betek ar c‘hastell arc‘hant, na oa ket gwall bell ac‘hane. An êgl a oa eno ivez kludet a-us d‘an nor-borzh, evel er c‘hastell dir. Pa welas Arzhur gant ar briñsez, e nijas kuit arre, gant ur garm spontus. Priñsez ar c‘hastell dir a zistroas d‘he c‘hastell, hag Arzhur ac‘h eas neuze en porzh ar c‘hastell arc‘hant hag a welas eno ur briñsez all kalz koantoc‘h ha kaeroc‘h eget an hini gentañ hag a deuas etrezek ennañ, o vousc‘hoarzhin, hag a lâras dezhañ:

— Ra vi deut mat amañ, Arzhur, mab yaouankañ ar roue Frañs.

— C‘hwi ma anavez ivez eta, Priñsez kaer ? a c‘houlennas diganti Arzhur.

— Ya, hoc‘h anavezout a ran, ha goût a ran ivez da betra ez oc‘h deut amañ.

— Da glask an evn bras-se a oa kludet war dor ar porzh pa ‘z on erruet, hag a zo nijet kuit kerkent ha m‘en deus gwelet ac‘hanon.

— O ! Mar gallet dont a-benn d‘hon tennan, ma c‘hoarezed ha me, eus a indan veli al loen lous-se, pebezh vad a rafec‘h dimp, ha neuze e c‘hallfec‘h dibab da bried an hini ac‘hanomp hon-zeir a garfec‘h ar muiañ.

— Ober a rin eus ma gwellañ, Priñsez; mes penaos gallout dont a-benn d‘hen lazhañ, mar nij kuit bep tro evel-se ?

— Aet eo d‘ar c‘hastell aour, lec‘h am eus ur c‘hoar kalz koantoc‘h ha kaeroc‘h egedon; me ‘c‘h a d‘ho kas betek eno.

Hag e kasas anezhañ betek ar c‘hastell aour. An êgl a oa eno arre kludet a-us d‘an nor-borzh, ha pa welas Arzhur o tont gant ar briñsez, e nijas kuit arre, gant ur garm spontusoc‘h eget an div dro all.

Arzhur ac‘h eas er porzh hag a welas eno ur briñsez all, koant ha kaer evel an heol, hag a deuas ivez etrezek heñ, o vousc‘hoarzhin outañ, hag a lâras dezhañ:

— Ra vi deuet mat, Arzhur, mab yaouankañ ar roue Frañs ! Me oar petra ez out deut da glask amañ. Mar gallez hon tennañ eus a indan veli al loen lous-se hon dalc‘h amañ indan gazelge, ma c‘hoarezed ha me, pebezh vad a ri dimp ! Ha neuze e c‘halli dibab evit da bried an hini a gari ar muiañ ac‘hanomp hon-zeir.

— Mes penaos e fell deoc‘h e teufen a-benn d‘hen lazhañ, Priñsez, pa nij kuit kerkent ha ma wel ac‘hanon ?

— Mar lâret bezañ fidel din, me a gavo an tu d‘ho lakaat da dont a-benn anezhañ ?

— Ya, Priñsez kaer evel an heol, me a vo fidel deoc‘h betek ar marv.

— Chomet amañ ganen, hag an êgl a zistroo hepdale, ha neuze me a lâro dit petra da ober evit dont a-benn anezhañ.

Arzhur ne eure ket a gomplimantoù hag a chomas gant ar briñsez en he c‘hastell, hag, an drivet deiz an êgl a distroas da gludah a-us d‘an nor-borzh, hag eñ trist ha stumm glañv dezhañ.

Ar briñsez a lâras neuze da Arzhur, o reiñ dezhañ ur c‘hleze:

— Komeret ar c‘hleze-mañ hag it gantañ da azezañ war ur gador en kreiz ar porzh. Harpet dorn ar c‘hleze ouzh ho morzhed ha dalc‘het e veg d‘an nec‘h, etrezek an neñv, hag e welfet neuze an êgl o tont da nijal a-us dezhañ; hag e c‘harmo spontus, o nijal en-dro, hag ec‘h izelao bep tro, ken a deuio da gouezhañ war veg ar c‘hleze, ha kerkent e teuo da vezañ un den, hag e kollo e holl galloud warnomp.

Arzhur a gemeras ar c‘hleze hag ac‘h eas da azezañ gantañ war ur gador en kreiz ar porzh, an dorn harpet ouzh e vorzhed hag ar beg etrezek an neñv, evel a oa lâret dezhañ gant ar briñsez. Ha setu kerkent an êgl o tont da nijal a-us dezhañ, ha da dreiñ, da dreiñ, gant garmoù spontus; ha bep tro, ec‘h izelae hag e tostae, kement ha kement ma teuas da gouezhañ war veg ar c‘hleze, hag e voe treuzet-holl. Ha kerkent e teuas da vezañ un den, hag e lâras da Arzhur:

— Leusk ganen ma buhez !

— Ya, mar sinez din gant da wad e leuski ganen an teir friñsez a dalc‘hez indan gazelge er c‘hastell dir, er c‘hastell arc‘hant hag er c‘hastell aour ?

— Goulenn diganen un dra bennak all, arc‘hant, aour kement ha ma kari.

— Nann, an teir friñsez eo ret din da gaout.

— Ac‘hanta, pa eo ret koulskoude, ec‘h an da sinañ penaos o roan dit.

Hag e sinas gant e wad. Arzhur a dremenas neuze dre an tri c‘hastell hag a gasas gantañ an teir friñsez bete toull ar puñs, evit distreiñ gante da balez e dad, hag eno e vije graet neuze teir eured, pa oa ur briñsez evit pep hini an tri friñs. Ne youlas ket ober e dibab ivez ken a vije distro d‘ar gêr.

 

Ar c‘helorn a oa chomet e foñs ar puñs. Priñsez ar c‘hastell dir ac‘h eas e-barzh da gentañ, hag Arzhur a sachas neuze war gordenn ar c‘hloc‘h bihan evit lâret sachañ ouzh-krec‘h. Mes a-raok e komeras unan a votoù ar briñsez, ur votez vihan dir eus ar c‘hoantañ. Tennet e voe neuze ar c‘helorn ouzh-krec‘h. Mevelien a sache war ar gordenn, ha Fañch hag Erwan a oa eno ivez e-tal ar puñs. Pa weljont kaerañ da briñsez a oa er c‘helorn, he c‘hoantajont o-daou, hag ez oant o vont da em gannañ diwar he fenn, pa lâras ar briñsez:

— Na it ket da em gannañ diwar ma fenn, Priñsed yaouank, rak koantoc‘h ha kaeroc‘h egedon a zo eus-traoñ; diskennet ar c‘helorn hag e welfet.

Hag e voe diskennet ar c‘helorn a-nevez, ha priñsez ar c‘hastell arc‘hant ac‘h eas e-barzh neuze, hag a leuskas ivez gant Arzhur unan he botoù, ur votezig arc‘hant ar c‘hoantañ. Pa deuas er-maez ar puñs, setu arre an daou briñs prest da em gannañ diwar he fenn, pa lâras ivez:

— Na it ket da em gannañ diwar ma fenn, Priñsed yaouank, rak ur briñsez all kalz koantoc‘h ha kaeroc‘h egedon a zo eus-traoñ.

Hag e voe diskennet arre, buan, ar c‘helorn eus-traoñ. Ha priñsez ar c‘hastell aour ac‘h eas e-barzh d‘he zro, hag a-raok e leuskas ivez gant Arzhur unan he botoù, ur votezig aour eus ar c‘hoantañ. Pa deuas er-maez ar puñs, an daou briñs yaouank a soñjas o devoa tennet an heol eus ar puñs, ken kaer ha ma oa! Ma chomjont ur pennad da sellet outi hep gallout lâret ger. Ez oant arre o vont da em gannañ diwar-benn ar briñsez, pa lâras:

— Na it ket da em gannañ diwar ma fenn, Priñsed yaouank, mes diskennet prim ar c‘helorn a-nevez, a-raok ober pep hini e dibab.

Hag e tiskennjont ar c‘helorn, buan, dre ma sonjent ez oa c‘hoazh er puñs ur briñsez bennak kaeroc‘h eget ar re all. Arzhur ac‘h eas e-barzh d‘e dro, ha gantañ e gleze, hag a oa gwall bounner. Ar vevelien o devoa kalz a boan, an dro-mañ, o sachañ ar c‘helorn ouzh-krec‘h; an daou briñs a [oa] a-us d‘ar puñs gant o devoa mall da welet ar burzhud a deuje er-maez an dro-mañ. Mes pa weljont penaos na oa priñsez ebet er c‘helorn, mes o breur Arzhur, hen leuskjont buan d‘an traoñ. Neuze e teujont d‘ar gêr gant an teir friñsez, hag e lârjont d‘o zad penaos ez oant azdiskennet er puñs, hag o devoa lazhet an êgl ha delivret an teir friñsez kaer-se a dalc‘he pell a oa indan gazelge. Ar roue kozh a c‘houlennas neuze:

— Hag ho preur yaouank Arzhur, pelec‘h eman ivez ?

— Allas ! Hon breur Arzhur a zo bet lazhet er gombat enep an êgl, ur gombat ar washañ!

Ar roue kozh a voe glac‘haret o klevet e oa marv e vab Arzhur, a gare ar muiañ.

Fanch hag Erwan a vije neuze o vale en o flijadur gant ar priñsezed, ha ne diskouezent kaout keuz ebet d‘o breur yaouank. Bemdez e vije komzet a eurediñ: mes ar priñsezed a lâre bep tro penaos na vije eured ebet ken a vije kavet da bep hini anezhe ar votez o devoa kollet, pe graet dezhe pep a hini all heñvel-mat eus ar re a oa chomet gante. Setu ma oa nec‘het-bras ar baotred. Mes e-keit ma klaskont dre ar rouantelezh-holl kereer, aourfredour pe marichal da ober ul labour ken burzhudus, gwelomp petra eo deut da vezañ ar paourkaezh Arzhur.

Pa oa kouezhet en traoñ ar puñs, brevet e holl izili, ha darev da vervel, mamm an êgl a deuas hen betek, hag a lâras dezhañ:

— Ac‘hanta, Arzhur, mab yaouankañ ar roue Frañs, petra a‘ teus-te gonezet o lemel digant ma mab e deir friñsez hag e holl c‘halloud ? Sell te aze bremañ en ur stad truezus ha darev da vervel.

— Gwir eo, mamm-gozh; deut d‘am sikour, me ho ped.

— Mar karez reiñ a-nevez e c‘halloud d‘am mab, me da yac‘hao raktal !

— Penaos e c‘hallfen-me ober se ? eme Arzhur.

— O reiñ din e gleze.

— A-greiz ma c‘halon; setu-eñ aze.

— Hag e roas ar c‘hleze d‘an hini gozh, a roas anezhañ d‘he mab, ha kerkent e voe troet arre en un êgl. Ar wrac‘h a frotas neuze korf Arzhur gant ul louzoù he devoa, hag e savas en e sav, ken yac‘h ha biskoazh. Neuze e lâras d‘he mab an êgl:

— Breman, ma mab, e vo ret dit kas mab ar roue Frañs d‘e vro.

— Ya, eme an êgl, mar am be da debriñ eus ma c‘hoant ?

— Ya, lonker, eme e vamm, bez‘ az po da debriñ eus da c‘hoant.

Hag e voe lazhet tri ejen ha c‘hwec‘h dañvad, ha laket war gein an êgl. Arzhur a bignas war o gorre holl, hag an evn bras a savas neuze er puñs: “Frrrron ! Frrrron !…” Mes hepdale e lâras:

— Un tamm din, naon am eus!…

Arzhur a droc‘has un tamm mat a ejen dezhañ, gant e gleze, hag e lonkas anezhañ kerkent, ha neuze e savas arre un tamm. Mes hepdale e c‘houlennas arre:

— Un tamm din, naon am eus!

Hag Arzhur a roas dezhañ un tamm all brasoc‘h, hag e voe lonket kerkent, ha neuze e nijas arre ouzh-krec‘h. Mes prestik e c‘houlennas un tamm all, hag un tamm all, kement ha ken bihan ma voe debret ar c‘hig holl, ejen ha maout, hag ez oant c‘hoazh er puñs, hag e fallae an êgl, hag e c‘houlenne bepred da debriñ:

— N‘am eus ken netra da reiñ dit, loen paour, a lâre Arzhur dezhañ.

— Ro din da debriñ, pe me da leusko d‘an traoñ !

— Kalon, loen paour, gwelet a ran ar sklêrijenn, n‘hon eus ket pell da ober ken.

— Ro din da debriñ, buan, pe da leuskin d‘an traoñ, rak n‘hallan ken mont !

Setu nec‘het-bras ar paour-kaezh Arzhur; penaos ober? Ma troc‘has neuze e gof-gar dehou hag e roas anezhañ da debriñ d‘an êgl.

— Mat eo, a lâras an êgl, mes gwall nebeut a zo anezhañ.

Hag ur pennadig goude e c‘houlenne arre:

— Ro din un tamm da debriñ, rak n‘hallan ken mont !

Hag Arzhur a droc‘has e gof-gar kleiz, hag hen roas da debriñ d‘an êgl. Mes allas ! Ne daleas ket da c‘houlenn arre da debriñ. Evit diverrañ, Arzhur a droc‘has c‘hoazh e div bastell-revr, hag o roas da debriñ d‘an êgl an eil goude eben. Neuze ec‘h ejont er-maez ar puñs. An êgl a oa gwall skuizh ha gwall fall: mes Arzhur a oa falloc‘h c‘hoazh; ken fall e oa, ma lâras d‘an êgl:

— Gra un dra evidon c‘hoazh, a-raok mont kuit.

— Petra eo ? a c‘houlennas an êgl.

— Sell en pe stad ez on ! Mervel a vo ret, se a zo sklaer[.] [A]c‘hanta gra ouzhin doc‘htu; debr an nebeud a chom c‘hoazh eus ma c‘horf, mar karez; n‘am bo ket kement a boan.

— Nann, eme an êgl, ne rin ket se, mes ez an da reiñ dit kement am eus komeret dit.

Ha kerkent e tislonkas an div bastell-revr hag an daou gof-gar en o fezh, hag e lakaas pep tra en e lec‘h, hag e frotas pep gouli gant un tamm a louzoù e vamm, a oa deut gantañ, ha kerkent Arzhur a em gavas ken yac‘h ha biskoazh. A-raok nijal kuit, an êgl a lâras dezhañ c‘hoazh:

— Tenn din bremañ ur bluenn eus ma lost, ha mir anezhi ervat, ha mar az pe ezhomm ac‘hanon biken c‘hoazh, tosta anezhi eus an tan, hag e em gavin kerkent lec‘h ma vi.

Arzhur a dennas ur bluenn eus lost an êgl, hag hemañ a nijas kuit neuze: mes a-raok mont e lâras dezhañ c‘hoazh penaos en devije da diwall eus ar C‘horf-Hep-Ene a glaskje ober droug dezhañ.

Arzhur a deuas war-eeun da Bariz. Evel ma oa gwisket fall, goude holl kement a oa c‘hoarvezet gantañ, e tiskennas en un ostaleri dister, hag e c‘houlennas:

— N‘eus netra a nevez en Pariz ?

— Ya da ! Ha ret eo e teufec‘h a-bell evit n‘ho pe ket klevet petra a zo.

— Petra eo eta ?

— Daou vab ar roue a zo o vont da dimeziñ, hag e vo gouelioù, ha festoù, ha c‘hoari gaer.

— A ! Daou vab ar roue a zo o vont da dimeziñ ? Da biv ivez eta ?

— Da div briñsez, ar re gaerañ a zo bet gwelet biskoazh.

— A be vro eo ar priñsezed-se ?

— Ne ouzer ket mat a belec‘h e teuont; mes setu a lârer: – Ar roue kozh en deus en e jardin ur wezenn-ber burzhudus hag a ro per aour; ur pennad ‘ zo e vije laeret ur berenn bep noz, ha n‘halle den dont a-benn da c‘hout piv e oa al laer. Mab henañ ar roue, ar priñs Fañch, o welet kement-se[,] ac‘h eas da dremen un noz ouzh troad ar wezenn, gantañ ur wareg vat en e zorn, evit tennañ war al laer, n‘eus forzh piv e vije. Mes menel a eure kousket, hag an dewarlerc‘h ar beure e oa aet arre ur berenn gant al laer. An eil mab, ar priñs Erwan, ac‘h eas an noz warlerc‘h da diwall ar wezenn, hag e c‘hoarvezas penn-da-benn evel an noz a-raok: menel a eure ivez kousket, hag an dewarlerc‘h ar beure ez oa arre ur berenn nebeutoc‘h er wezenn. Neuze mab yaouankañ ar roue, ar priñs Arzhur, ac‘h eas ivez d‘e dro da diwall ar wezenn, mes hemañ ne gouskas ket, evel an daou all. War-dro hanternoz, e welas un evn bras, un êgl a lârer, hag a deuas war-eeun d‘ar wezenn, hag a gasas ur berenn gantañ en e veg. Mes pa oa o vont kuit gant e berenn, ar priñs yaouank a dennas warnañ, hag e leuskas ar berenn d‘an traoñ, hag e nijas kuit gant ur garm spontus. Pa voe deut an deiz, an tri friñs yaouank hag o zad a em lakaas da glask an êgl, dre ma kredent ez oa kouezhet un tu bennak war-dro. O heuilhañ ar gwad a oa kouezhet eus e c‘houli, ec‘h ejont betek ur c‘hozh puñs dilezet a oa en ur c‘hoad. Eno e paouezjont da welet gwad, hag e lârjont: “Aet eo er puñs-se!” Ar yaouankañ eus an tri breur, ar priñs Arzhur, a diskennas da gentañ er puñs, ha ne voe ken gwelet goude, ar paour-kaezh!…

— Me oar vat an êgl a debras anezhañ, a lâras Arzhur.

— Ret eo krediñ, eme an ostiz, hag evel-se e lâr ivez an daou briñs all, a diskennas ivez ‘barzh ar puñs, hag a degasas gante an teir friñsez koant ha kaer am eus komzet anezhe deoc‘h.

— Ha gwir ? Evel-se eta a zo teir friñsez, ha ne dimez nemet div anezhe ?

— Ya, teir friñsez a zo, ha mar ne vije ket marv ar priñs Arzhur, an tri friñs o devije bet pep a hini anezhe, hag e vije bet gwelloc‘h evel-se.

— Gwir a lâret; mes n‘eo ket graet c‘hoazh an euredoù ?

— Nann, n‘int ket graet c‘hoazh; ar priñsezed o deus kollet pep hini ur votez, hag e lâront bremañ ne dimezfont ket, ken a vo kavet dezhe o botoù, pe graet dezhe pep a hini all heñvel-mat eus ar re a zo chomet gante, ha{,} kaer a zo klask a bep tu, ne gaver na kereer, nag aourfredour, na marichal da c‘hallout ober ul labour ken burzhudus, rak unan ar botoù a zo en dir, unan all en arc‘hant, hag unan all en aour.

Arzhur, goude bezañ klevet kement-se holl, a soñjas ennañ e-unan ne oa ket gwall droug c‘hoazh.

An dewarlerc‘h ar beure ec‘h eas da gavout ur marichal eus ker, hag e lâras dezhañ:

— Me a zo ur paour-kaezh den hep labour, mar karfec‘h ma c‘homer da vevel ?

— Labouret hoc‘h eus gant ur marichal bennak ?

— N‘am eus ket labouret c‘hoazh en ti marichal ebet, mes da skeiñ war an tomm e vin mat bepred.

Komeret e voe, dre druez, da skeiñ war an tomm.

An dewarlerc‘h e lâras evel-henn d‘e vestr:

— Klevet am eus lâret a zo en palez ar roue teir friñsez a vro bell hag a glask un oberour da ober dezhe pep a votez, ha ne gavont hini en Pariz da c‘hallout o ober.

— Ya, gwir eo, a lâras ar marichal.

— Ac‘hanta, mestr, gret ‘vel ma lârin deoc‘h, hag e em gavfet mat a gement-se: it d‘ar palez, goulennet ar votez dir ha lâret, hep aon ebet, ez oc‘h den da ober unan all hag a vo heñvel-mat outi.

— Penaos e fell deoc‘h e c‘hallfe ur paour-kaezh marichal eveldon-me ober ul labour evel hennezh, pa n‘eus na kereer, nag aourfredour, na marichal en ker, nag er rouantelezh-holl da c‘hallout hen ober?

— It, pa lâran deoc‘h, ha me a raio al labour; goulennet dek mil skoed, mar deu ho taol da vat, hag e vefont roet deoc‘h.

Mont a eure ar marichal d‘ar palez; roet e voe dezhañ ar votez dir, hag eizh deiz da ober unan all heñvel outi.

— Penaos e c‘halli-te biken dont a-benn da ober ul labour ken burzhudus? a lâras da Arzhur, o reiñ dezhañ ar votez.

— Bezet hep aon, ha ma lest da ober, a lâras Arzhur.

Koulskoude Arzhur a skoe bemdez war an tomm d‘e vestr, ha ne oa ket nec’het, hervez doare, gant ar votez dir en devoa da ober, ha pa vije komzet dezhañ anezhi, e lâre:

–Bast amzer a-walc’h am eus, na gomeret ket nec’hamant gant se.

Mes ar marichal na oa ket ken disoursi hag e touge dija kañvou an dek mil skoed.

An noz a-raok ma echue an eizh deiz, Arzhur a dremenas an noz penn-da-ben e-unan er c’hovel, evit ober ar votez dir, a lâre. An dewarlerc’h ar beure, kerkent ha sav-heol, ar mestr a oa e-kichen dor ar c’hovel o c’houlenn digor. Arzhur a digoras dezhañ, hag e c’houlennas kerkent:

— Ac’hanta, graet eo ar votez dir ?

— Ya, graet eo; setu-int aze o-div, Iâret din pehini eo an hini am eus graet.

Hag e sellas oute o-div, pizh, o zroas, o distroas, hag o c’havas heñvel-mat an eil eus eben. Setu ma oa stad ennañ, hag e redas gante d’ar palez. Lâret e voe da briñsez ar c’hastell dir e oa degouezhet ar marichal, ha gantañ an div votez. Dont a eure, hag e komeras an div votez eus dorn ar marichal, hag e sellas oute, pizh, hag e tiskouezas bezañ souezhet-bras.

— Piv en deus graet al labour-mañ ? emezi.

— Me, Priñsez, a lâras ar marichal.

— C’hwi? Ne refet ket se da grediñ din-me; gwelet e vo diwezhatoc’h.

— Evit diskouez deoc’h penaos ez eo me, ha nann un’ all, Priñsez, mar hoc’h eus ul labour all bennak eus ma micher da reiñ din da ober, gret, hag e vefet kontantet.

— Ec’h an da lâret da unan ma c’hoarezed dont da gomz ganeoc’h; gortozet aze.

Hag ec’h eas kuit, goude bezañ roet d’ar marichal an dek mil skoed a oa lâret reiñ dezhañ.

Priñsez ar c’hastell arc’hant a deuas hepdale, hag a roas d’ar marichal he botez arc’hant, hag a lâras dezhañ:

— Gwelet am eus ar votez dir hoc’h eus degaset d’am c’hoar henañ; ha c’hwi a vefe den da degas din ivez unan all heñvel-mat ouzh homañ ?

— Ya avat, Priñsez, mar roet din ugent mil skoed?

— Kaset ar votez ganeoc’h ha mar degaset din div heñvel-mat an eil ouzh eben, a-benn eizh deiz amañ, ho po ugent mil skoed.

Ar marichal kozh a zistroas d’ar gêr gant ar votez arc’hant, hag e roas anezhi da Arzhur, o c’houlenn digantañ hag-eñ e vije den da ober unan all heñvel-mat outi. Arzhur a lâras dezhañ e c’halle kousket trankil war gement-se, ar votez a vije graet a-benn an eizh deiz, hag en devije arre ugent mil skoed. Hag a-dra-wir, a-benn ar c’houlz lâret e oa graet al labour, hag ec’h eas arre ar marichal kozh d’ar palez, ha gantañ div votezig arc’hant ar c’hoantañ, hag heñvel-mat an eil ouzh eben, hag en devoe arre ugent mil skoed, hag e oa stad bras ennañ.

Evit diverrañ, ober a eure ivez da briñsez he c’hastell aour ur votezig aour ar c’hoantañ, hag en devoe an dro-se tregont mil skoed. Mes pa oa o vont kuit gant e arc’hant, an teir friñsez a lâras d’ar roue kozh, a oa eno, an dro-se:

–Gret derc’hel amañ an den-se, Sir, ha kaset soudarded d’e c’hovel, gant urzh da degas amañ an oberour estren a zo eno, rak hennezh, ha nann un’ all, en deus graet dimp askavout hon botoù.

Ma voe graet evel ma c’houlenne ar priñsezed, hag ar priñs Arzhur, indan dilhad ur marichal a voe degaset d’ar palez, hag ar priñsezed a estlammas kerkent ha ma weljont anezhañ:

— Eñ eo! Hennezh an hini en deus hon lemet eus a indan gazelge! Penaos ne anavezet ket, Sir, ho mab yaouankañ, ar priñs Arzhur, a zo lâret deoc’h e oa marv!…

Arzhur a em strinkas etre divrec’h e dad, hag e skuilhjont daeroù a joa o-daou. Neuze e em distroas etrezek e daou vreur henañ, a oa eno ivez, hag e lâras:

–N’ho pet ket aon, ma breudeur, rak me ne youlan ket ober an droug evit an droug, hag ho pardonan a-greiz ma c’halon. El-lec’h div eured ez oac’h en sell da ober, ma zad, e vo bremañ graet teir, rak pep hini ac’hanomp hon-zri a gomero da bried unan an teir friñsez kaer-mañ: me a c’houlenn Priñsez he botoù aour.

Ha Prinsez he botoù aour a vousc’hoarzhas eus Arzhur, hag a lakaas he dorn en e zorn. Neuze Erwan a c’houlennas Priñsez he botoù arc’hant, Fañch, Priñsez he botoù dir, ha hini anezhe ne lâras mann.

 

Ma voe graet neuze kerc’hat ar roue Spagn, tad ar priñsezed, ha pa erruas, e voe graet an teir eured war ar memes tro. Eno avat e voe gouelioù, ha c’hoarioù, ha festoù! Ha pa gomzfen ac’hann da warc’hoazh ar beure, ne c’hallfen ket dont a-benn da lâret holl. War-benn ur miz, pe war-dro, ar priñs Arzhur a lâras d’e vreudeur:

–C’hwi, ma breur Fañch, a zo ar mab henañ, hag a chomo en Pariz, gant hon zad, ha pa blijo gant Doue hen gervel da vont gantañ, e vefet roue en Frañs en e lec’h; c’hwi, ma breur Erwan, a heuilho hon zad-kaer en e rouantelezh Spagn, lec’h ma vefet roue ivez, un deiz a deuo; ha me ac’h aio gant ma fried da Vourdel, hag evel na glaskan ket an enorioù, ne youlan nemet bezañ Duk a Vourdel, ha bevañ eno hep trouz.

Ar priñs Arzhur a gimiadas neuze ouzh e dad, e vamm, e dad-kaer hag e vreudeur hag e c’hoarezed-kaer, hag ec’h eas gant e bried da Vourdel. Mes pa oa gant an hent o vont, en ur c’harroñs kaer, brav ha sklaer an amzer, setu ma teuas un deñvalijenn vras en kreiz an deiz, ur goumoulenn du a diskennas war ar c’harroñs, hag er-maez ar goumoulenn-se e teuas un dorn bras hag a grogas er briñsez hag he c’hasas gantañ:[.] Ha neuze ar goumoulenn a savas arre ouzh-krec’h, hag an amzer a deuas da vezañ kaer ha sklaer evel a-raok. Arzhur a deuas soñj dezhañ neuze eus ar pezh en devoa lâret dezhañ an êgl, hag a anavezas penaos ez oa gant ar C’horf-Hep-Ene ez oa aet e bried. Setu-eñ glac’haret-holl.

Ma teuas soñj dezhañ koulskoude penaos an êgl en devoa c’hoazh lâret dezhañ pa en devije ezhomm a sikour n’en devije nemet tostaat ouzh an tan ar bluenn en devoa tennet eus e lost, hag e em gavje kerkent en e gichen. E oa ar bluenn gantañ: lakaat a eure an tan en un toullad delioù ha geot sec’h a oa war vord an hent, tostaat a eure ar bluenn eus an tan, hag an êgl a degouezhas kerkent, hag a lâras:

— Petra ‘ c’hallan ober evidout, Priñs Arzhur ?

— Allas! Kollet am eus ma fried! eme Arzhur.

— Goût a ran kement-se, eme an êgl, gant ar C’horf-Hep-Hene eo aet; goût a rez pelec’h emañ kastell ar C’horf-Hep-Ene ?

— Nann, ne ouzon ket.

— Na me ivez siwazh! Baleet am eus dre galz a vroioù koulskoude, ha biskoazh n’am eus gallet goût pelec’h emañ o chom. Met n’eus ket a forzh, arabat eo dizesperiñ: em laka en hent da glask da bried, dalc’h da vale, hep koll kalon, ha Doue en devo truez ouzhit.

An êgl a nijas kuit neuze, hag ar priñs a em lakaas en hent, war e droad, en gras Doue hag hep goût etrezek pelec’h mont. Goude bezañ graet kalz a hent, un deiz an noz a serras warnañ en ur c’hoad bras. Gant aon eus al loened gouez, e pignas war ur wezenn, da c’hortoz an deiz da dont. En-berr, tri den, (laeron vras me oar vat), a deuas indan ar wezenn, hag e eurejont tan, hag e em lakajont da debriñ ha da evañ, ha da gomz eus ar pezh o devoa graet, pep hini anezhe, e-pad an deiz. Arzhur na gouske ket, hag a selaoue mat holl kement a lârent:

— Petra a’ teus-te komeret hirie ? a c’houlennas ul laer digant ul laer all.

— Un tok burzhudus, hag a dalvezo dimp; an hini a doug anezhañ war e benn ne ve ket gwelet.

— Hag a zo mat! a lâras al laer kentañ: mes me am eus ivez un dra ha n’eo ket fall.

— Lâr din petra eo ?

— Gweltroù ha pa o lakaan war ma divhar e c’hallan ober ugent lev bep kammed.

— Hag a zo mat ivez! a lâras neuze an drivet; – Me am eus tapet ur wareg ha pa lârañ dezhi: “Tenn war an dra-mañ-dra!” e tap bep taol an dra a ve lâret dezhi.

— Ni avat a zo paotred bremañ! a lârjont neuze, ha gant an tok, ar gweltroù hag ar wareg e refomp holl kement a c’hoantafomp: chomomp eta hon-zri an eil gant egile, evit mont da vale bro.

Hag e em lakajont da evañ stank, gant ar joa, kement ha kement ma em vezvjont hag e vanjont kousket, hepdale, en-dro d’an tan. Mes a-raok o devoa laket an tok, ar gweltrou hag ar wareg eus brankoù izelañ ar wezenn. Pa welas e oa kousket mat an tri den, Arzhur a diskennas goustadik hag a dapas hep poan an tok, ar gweltroù hag ar wareg. Lakaat a eure an tok war e benn, ‘vit na vije ket gwelet, ha neuze e skoas un taol bazh eus e wellañ war benn pep hini an tri laer. Ar re-mañ a dihunas, hag a em lakaas da em gannañ. Hag Arzhur da c’hoarzhin o welet kement-se. Al laeron souezhet dre ma klevent c’hoarzhin ken tost dezhe ha na welent netra, a eas neuze ‘vit komer an tok, ar gweltroù hag ar wareg: met allas! ne oa ken na tok, na gweltroù, na gwareg lec’h m’o devoa o lakaet. Ha setu-int da estlammiñ ha da douiñ, ha da vallozhiñ. Arzhur a oa aet kuit, ha pell ac’hane. Bremañ avat e rae hent! Mont a rae dreist ar stêrioù bras, ar c’hoadoù, ar menezioù, ar c’hêrioù; netra na harze anezhañ bremañ. Pa oa o tremen dre ul lanneg vras-vras e welas ur wrac’hig kozh o vesa he deñved.

— Pelec’h ec’h ez-te evel-se? a c’houlennas ar wrac’h digantañ.

— Da glask ar C’horf-Hep-Ene, mamm-gozh, goût a ret pelec’h emañ ?

— Ya avat, me oar pelec’h emañ.

— Pelec’h eta, mammig-kozh, mar plij ?

— N’emañ ket gwall bell ac’hann; hepdale ec’h errui war aod ar mor, hag e weli eno ur c’hastell kaer, hag en-dro dezhañ mogeroù uhel: eno emañ o chom ar C’horf-Hep-Ene. Dor ar porzh a gavi digor, mes ne roan ket ali dit da vont e-barzh mar teus c’hoant da vevañ ur pennadig c’hoazh. Tri frenestr a zo war ar c’hastell ha bep beure, pa sav ar jeant, e sko tan dre ar prenestroù-se, ken ez eo losket holl pep tra seizh lev tro-dro, ar vein zoken. Ha c’hoant a’ teus-te c’hoazh da welet ar C’horf-Hep-Ene ?

— Ya, ret eo din hen gwelet, hag holl kement a lâret na spont ket ac’hanon.

Arzhur a lemas neuze e weltroù, evit n’aje ket re vuan, hag ec’h eas etrezek ar c’hastell. Degouezhout a eure dirazañ war-dro kuzh-heol. Ar jeant ne skoe ket a dan d’ar c’houlz-se. Lakaat a eure an tok burzhudus war e benn, hag ec’h eas er c’hastell hep bezañ gwelet gant nikun. Gwelet a eure ar jeant ouzh taol gant e wreg. Pa savjont ouzh taol, ec’h ejont da gousket, pep hini d’e gambr. Arzhur a heuilhas e wreg, hep bezañ gwelet. Pa he devoe alc’hwezet he dor, e lamas e dok diwar e benn, ha kerkent e wreg a welas hag a anavezas anezhañ, hag a lammas en e gerc’henn, o laret:

— O! Doue, ma fried kaezh, petra oc’h-c’hwi deut da ober amañ ?

— Da glask ac’hanoc’h da dont ganen d’ar ger.

— Allas! A-raok ma c’hoarvezfe kement-se, e ve ret lazhañ al loen lous am dalc’h amañ, ha se a zo gwall diaes, rak hennezh n’emañ ket e vuhez en e gorf: ur C’horf-Hep-Ene eo, ma mignon kaezh !

— Pelec’h eta emañ e vuhez, mar n’emañ ket en e gorf ?

— Allas! ne ouzon ket se.

— Ret e vo hen goût en ur stumm bennak koulskoude. Warchoazh ar beure, pa vefet o tijuniañ gantañ, lâret dezhañ penaos ho po graet un hunvre evel-henn,–e oa degouezhet e-pad an noz listri ho tad evit ho tennañ digantañ, ha diskar e gastell, ha lemel e vuhez digantañ. Neuze e vo gwelet petra a lâro.

An dewarlerc’h ar beure, pa oant o-daou ouzh taol, hag Arzhur eno ivez, mes hep bezañ gwelet, rak e dok a oa war e benn, ar briñsez a lâras d’ar jeant:

— Ma ouvezfec’h petra am eus hunvreet an noz tremen?

— Petra eta hoc’h eus hunvreet? Lâret.

— Hunvreet am eus en devoa degaset ma zad e listri evit diskar ho kastell, ha lemel ho puhez diganeoc’h.

— A! Sotañ hunvre hoc’h eus graet aze!

— Perak eta ma ve ken sot-se?

— Abalamour ma ‘z on ur C’horf-Hep-Ene, ha ne c’hall den ebet ma lazhañ, hag e chomin war an douar betek ar varn diwezhañ.

— Hag abalamour da betra ne c’hallfec’h-chwi ket bezañ lazhet evel un’ all ?

— Abalamour n’emañ ket ma buhez ‘barzh ma c’horf.

— Ha gwir? Pelec’h emañ-hi neuze eta ?

— A! Setu ar pezh n’am eus lâret biskoazh da den ebet.

— Gallout a ret hen lâret din-me, hep aon; da biv e fell deoc’h hen lârfen-me, pa ne welan den nemedoc’h.

— Ac’hanta, ec’h an d’hen laret deoc’h: en kreiz ar c’hoad bras a zo en-dro d’am c’hastell, e-touez an drez hag ar spern, a zo ur c’havarn don, gant un nor houarn warnañ. An alc’hwez a zo ‘barzh ma armel. An hini a c’hallfe tapout an alc’hwez-se ha digeriñ ar c’havarn… Mes kement-se ne c’hall ket bezañ graet, rak n’eus den war ar bed hag a anavez kement-mañ.

— Nann da avat! Mes laret din bepred.

— Ac’hanta, an hini a deufe a-benn da dapout an alc’hwez, ha da digeriñ dor ar c’havarn, a gavfe e-barzh ur pikol leon kounnaret; ‘barzh al leon-se a zo ur bleiz, ‘barzh ar bleiz a zo ur c’had, ‘barzh ar c’had ur goulm, ha ‘barzh ar goulm a zo un û, ha ‘barzh an û-se emañ ma buhez. An hini a lazhfe an holl loened-se dastumet an eil en egile, hag a deufe a-benn da gaout an û ha d’hen terriñ war ma zal, hennezh, hepken, a c’hallfe reiñ din ar marv. Mes lâret din hag un den, ganet eus ur wreg, a c’hallfe biken ober kement-se?

— Ne gredan ket avat, ha mar eo gwir kement hoc’h eus lâret, e c’hallet bezañ hep nec’hamant gant se.

Arzhur en devoa klevet holl. Pa ‘c’h eas ar briñsez d’he c’hambr, goude ar pred noz, ec’h eas ganti arre, hep bezañ gwelet. Pa voe er gambr, e lemas e dok.

— Ac’hanta, a lâras dezhañ neuze ar briñsez, goût a rez bremañ pelec’h emañ buhez ar jeant ?

— Ya, klevet am eus holl.

— Hag e kav dit e ve gallet dont a-benn anezhañ?

— Marteze; gwelet e vo. Tapet din bepred alc’hwez ar c’havarn, a zo en e armel, ha ma lest neuze da ober.

— Ma! Tapout a-walc’h a rin an alc’hwez.

Ha dre wir, e-pad ma oa kousket ar jeant, ar briñsez a dapas an alc’hwez, hag hen roas da Arzhur. Hemañ ac’h eas gantañ doc’htu d’ar c’hoad, hag a gavas, gant kalz a boan, dor ar c’havarn, e-touez an drez, al linad hag ar spern. Digeriñ a eure an nor, ha kerkent ul leon kounnaret a zelammas, digor e c’henou evit hen lonkañ. Mes bez e oa gantañ ur c’hleze mat, trempet en gwad aspik, hag e lazhas al leon, mes gant kalz a boan koulskoude. Neuze e tifreuzas e gof, hag e lammas ur bleiz er-maez. N’en devoe ket a boan o lazhañ ar bleiz, ar c’had hag ar goulm, an eil goude egile, ha setu gantañ en e zorn an û a oa buhez ar jeant ennañ. Hastañ a eure neuze mont betek ar briñsez, a gasas anezhañ da gambr ar jeant. Ez oa eno astennet war e wele, hag eñ fall-bras, rak dre ma vije lazhet al loened, e fallae. Arzhur, pa welas ne oa ken da gaout aon dirazañ, a dostaas ouzh e wele, an û gantañ en e zorn. Pa welas ar jeant anezhañ, e c’hoantaas sevel; mes ne c’hallas ket. Neuze, ar priñs a stlapas an û eeun war e dal, hag e torras.

Ha kerkent ar jeant hag e gastell a gouezhas en foñs puñs an ifern, gant kurunoù ha dared hag un drouz spontus !

Arzhur hag e wreg n’o devoe droug ebet. Neuze e tistrojont d’ar Spagn, en ur c’harroñs kaer a em gavas eno hag ac’h ae dre an aer, hag ar roue kozh en devoe kement a joa o welet e verc’h hag e vab-kaer, ma voe neuze, e-pad ur miz penn-da-benn, gouelioù ha c’hoarioù ha festoù evel n’am eus gwelet biskoazh, me, mes dre ma hunv.

Tad-kozh tad ma zad-you-gozh, hag a oa aet en pelerinaj da Sant Jakez a Galis, a em gavas eno, dre chañs, hag evel-se a zo bet keloù a gement-se holl e-touez ma re, hag e c’hallet krediñ, n’eus ger gaou en kement am eus kontet deoc’h.

Kontet gant Gwilherm Garandel,
Kemener er C’hozh-Varc’had, Bro-Dreger.

Gildas Hamel