Barbaover

Ar Barbaover hag ar Priñs a gollas e benn o c’hoari

Selaouet hag e klevfet:
Mar karet e kredfet,
Mar karet ne gredfet ket,
Setu ‘r pezh am eus da laret:

Ur wezh e oa ur roue en Frañs ha n’en devoa nemet ur mab, ha c’hoazh ar mab-se dezhan a oa ur paotr diwezhat, ha ne ouie netra. Charlez e oa e anv. Ur c’henderv dezhañ, anvet Pezr, mab d’ar roue Spagn, hag un den desket-mat, a deuas da welet anezhan da balez e dad. Setu m’en devoa mezh Pezr eus e genderv, o welet penaos e oa genaouek hag azen. Ne ouie netra nemet chaseal ha redek ar merc’hed koant. Ma c’hoantaas ober un tammig skol dezhañ: met amzer gollet e oa kement-se.

Ma voe laket an deiz evit ober ur chase vras, ha pedet kalz a dud. Setu an holl chaseerien en ur c’hoad bras, hag e voe laret, a-raok mont pelloc’h, penaos e rankje an holl em gavout da guzh-heol en ur prad kaer a oa en kreiz ar c’hoad, evit distreiñ d’ar ger. An holl a em gavas er prad, d’ar c’houlz ma oa laret, nemet unan hepken, a oa Charlez. Kaer a oa hen gortoz, ne deue ket, hag e lâras neuze e dad:

— Charlez, me oar vat, a zo war-lerc’h ul loen gouez bennak, ha ne zistroo ket ken en devo lazhet anezhañ; eomp eta d’ar ger, dont a raio ivez un dro bennak.

Hag ec’h ejont d’ar ger war gement-se.

Charlez, evel m’en devoa lâret e dad, a oa war-lerc’h ur pikol porc’hell gouez, ha ne felle ket dezhan distrein nemet gantan. Dont a eure a-benn da lazhan anezhañ, goude kalz a boan, hag hen sammas war e varc’h, hag e klaskas neuze an hent evit distreiñ d’ar ger. Met allas ne ouie ken pelec’h e oa, ken pell ha ma oa aet; kaer en devoa bale hag hopan, ne gave den, ha mouezh ebet ne responte d’e hini. An heol o oa kuzhet, pell a oa, ha setu-eñ nec’het-bras. Ma em gavas e-tal lochennig ur glaouer, hag e c’houlennas da goaniañ ha da lojan evit an noz.

–Allas! Aotrou, a lâras dezhañ ar glaouer, me n’on nemet un denig kaezh, a vev gant kalz a boan, ha n’am eus ket a aez da lojan un aotrou eveldoc’h.

–N’hallan ket koulskoude tremen an noz er-maez ‘barzh ar c’hoad; ha neuze, me a raio gant ar pezh a vo.

–Deut em lochennig neuze, Aotrou, hag eus ar pezhig a zo ho po lod a-greiz kalon.

Charlez a stagas neuze e varc’h eus ur wezenn, hag a diskennas diwarnañ ar porc’hell gouez evit hen lakaat el lochenn. Pa deuas e-barzh, e welas un den kozh, gwisket-kaer, o tommañ war an oaled, e-kichen an tan. Ma c’houlennas digant ar glaouer piv e oa, rak ne oa ket unan eus ar chaseerien.

–Ne ouzon ket piv eo, emezan; em gavet eo da c’houlenn lojañ, eveldoc’h, hag en deus laret din ivez penaos ez oa em gollet ‘barzh ar c’hoad.

Mab ar roue a laras noz vat d’an den kozh, hag ec’h azezas war ur skabell goad, en tu all d’an tan. An den kozh a selle indan e dav eus Charlez, hag hemañ a selle outan ivez a-gorn, rak ne gave stumm vat ebet dezhañ. Gwreg ar glaouer a aozas koan. Ur c’had tapet gant he den, gant un tammig kig moc’h ha bara segal ha dour sklaer, setu an holl friko. Met ar priñs en devoa naon, hag a gavas kement-se holl mat-kaer, hag egile ivez.

Goude koan, ‘vel na oa el lochenn nemet ur gwele, lec’h ma kouske ar glaouer hag e wreg hag o bugale, an den kozh a lâras da Charlez:

— Penaos tremen an noz amañ ? Mar karet e c’hoarifomp d’an diñsou, da c’hortoz an deiz da dont? Berroc’h e kavfomp an amzer.

— Ne c’houlennan ket welloc’h, a lâras Charlez.

Hag an den kozh a dennas un diñsou eus e c’hodell, ha setu-int da c’hoari. An den kozh a c’honezas an taol kentañ; Charlez a c’honezas an eil taol, hag an drivet, hag ar bevare, hag e oa stad ennan, rak kalz arc’hant a c’hoarient bep taol. Met an den kozh a c’honezas neuze bep tro, kement ha kement ma oa aet gantañ holl arc’hant ar priñs.

— Ne c’hoariiñ ken, a lâras heman neuze, n’am eus ken a arc’hant.

— Penaos, mab ar roue Frañs n’en deus ket muioc’h a arc’hant eget se?

— Penaos e ouzoc’h-c’hwi ez on-me mab ar roue Frañs ?

— N’eus ket a forzh, met goût a ran: n’eo ket gwir? Setu droug en Charlez.

— Me a c’hoario ganeoc’h, emezan, kement ha ma ‘ karfet, war ma ger.

— A ! Ne c’hoarian ket war ger, gant mibien rouanez, dreist-holl.

— Petra a c’hoariiñ-me neuze ? Ma marc’h, mar i’ karet ?

— Ta ! Ta !!… Petra a rin-me gant da varc’h ?

— Petra eta neuze, pa n’am eus ken a arc’hant ?

— An hanter da benn, mar karez ?

— An hanter ma fenn ?… An diaoul ez oc’h eta ?…

— Marteze… pe gar-tost dezhañ.

— Foeltr forzh ne ran, c’hoariomp !

Ha setu-int da c’hoari. Met allas ! Charlez a gollas arre.

— C’hoariomp breman an hanter all, a lâras an den kozh, rak petra a ri gant un hanter da benn? An dro-mañ e c’honezi, me oar vat.

— Gwelomp eta! eme ar priñs, na wele ken sklaer, gant an droug a oa ennan.

Ma kollas arre Charlez. An den kozh a savas neuze en e sav, e zaoulagad en e benn evel div c’hlaouenn-dan, hag a lâras:

— Da benn a zo din, mab ar roue Frañs! Ha mestr on d’hen kas ganen pa garin; met dre druez ouzhit, hen leuskin ganit e-pad ur bloaz c’hoazh, mar lârez hen degas diñ a-benn un deiz hag ur bloaz.

— Met piv ez oc’h, ha pelec’h ho kavout ?

— Ma anv ‘ zo ar Barbaover, brasañ majisian a zo war an douar. N’az po netra da ober nemet ma c’hlask pa vo deut an amzer, ha mar n’am c’havez ket, me da gavo, met ne vo ket ‘vit da vad.

Ar priñs a lâras mont, a-benn un deiz hag ur bloaz, da gas e benn d’an hini en devoa gonezet anezhañ, hag ar Barbaover ac’h eas kuit neuze, hag e leuskas e holl arc’hant gant ar glaouer.

An deiz a oa o tarzhañ. Ar glaouer hag e wreg a savas eus o gwele, hag el-lec’h daou, ne gavjont ken nemet unan. Charlez a leuskas gante an arc’hant hag an aour a oa chomet war an daol, hag a lâras d’ar glaouer ambroug anezhañ er-maez ar c’hoad.

Pa degouezhas er ger, e voe joa vras outañ, rak nec’het e oa an holl o welet ne errue ket. Ma lâras ez oa em gollet o vont war-lerc’h ar porc’hell gouez a oa deut gantañ war e varc’h, hag en devoa tremenet an noz en lochenn ur glaouer, er c’hoad. Met ne lâras ket petra a oa c’hoarvezet gantañ el lochenn-se. Den ne soñjas en droug, ha setu joa, ha festoù, ha c’hoarioù a-nevez. Met Charlez ne c’hoarzhe ket a galon vat. Adalek an deiz-se zoken e teuas da vezan trist, ha den na ouie perak. N’ec’h ae ken da welet ar merc’hed, evel kent, ha ne c’hoarzhe ha ne gane ken. Kaer o devoa e dad, e vamm, e vignoned, goulenn digantañ petra a oa kiriek dezhan da vezañ evelse, e lâre bepred: “netra”. Ma soñje gant an holl ez oa dalc’het gant ur c’hleñved bennak; met ar vedisined na anavezent netra eus e gleñved. Pa voe tremenet ar bloaz, war-vetek un nebeud deiziou, e lâras d’e dad:

— Arsa, ma zad, ret eo din mont en hent, evit mont pell ac’hann.

— Pelec’h eta a’teus-te da vont, ma mab? a c’houlennas digantañ ar roue.

— Ez an bremañ da lâret holl deoc’h, ma zad: en noz ma ‘z on bet em gollet er c’hoad, bremañ a zo tost da ur bloaz, am eus kavet ar Barbaover en lochenn ar glaouer lec’h am eus tremenet an noz. Goulennet en deus diganen c’hoari diñsou gantañ, hag am eus c’hoariet, rak ne ouien ket piv e oa. Goude koll ma holl arc’hant, am eus c’hoariet ma fenn, siwazh! Hag am eus-eñ kollet ivez. Koulskoude en deus leusket anezhañ ganen, e-pad ur bloaz hag un deiz, gant ma ‘c’h ajen ma-unan d’hen kas dezhañ, pa vije deuet an amzer; ha setu ma eo deuet an amzer !…

— Allas! Ya, ma bugel kaezh, ret eo dit mont, pa teus c’hoariet gant ar Barbaover, ha kollet. N’eus forzh pelec’h ez afes da em guzhañ, da gavout a rafe hep poan, ha ne vefe nemet wazh a se dit.

Ma kimiadjont an eil ouzh egile, gant kalz daeroù, ha Charlez ac’h eas neuze en hent, hep gouzout etrezek pelec’h mont. Ma em gavas, an drivet deiz, war-dro kuzh-heol, en ul lanneg vras. En kreiz al lanneg-se e welas ul lochennig pri ha keuneud. Skuizh e oa, sec’hed en devoa, hag ec’h eas betek al lochennig evit goulenn ur bannac’h dour da evan, hag em diskuizhan un tammig. El lochenn e kavas un ermit kozh, gwenn ha hir e varv, hag e lâras dezhañ en nor:

— Demat deoc’h, Tad ermit; ha c’hwi ho pefe ar vadelezh da reiñ din ur bannac’h dour da evañ, rak gwall sec’hed am eus ?

— Demat dit, Charlez, mab ar roue Frañs, a lâras dezhañ an ermit; deus em lochennig hag az po dour da evañ.

Setu souezhet Charlez o welet penaos ez oa anavezet gant an ermit. Mont a eure el lochenn, hag ec’h evas dour, hag ec’h azezas neuze war ur vilienn da em diskuizhañ,

— Pelec’h ec’h ez evel-se, ma mab? a c’houlennas digantañ an ermit.

— Da gastell ar Barbaover e rankan mont, siwazh ! ma zad, ha c’hwi a oar pelec’h emañ ?

— Nann avat, ma mab, ne ouzon ket se; met chom da dremen an noz ganen em lochennig, ha warc’hoazh ar beure, me az kelenno evit mont betek ur breur ermit am eus hag a zo o chom war ur menez uhel-uhel, pemp kant lev ac’hann. Hennezh en deus daouzek kant vloaz oad hag a zo gouiziek-bras, ha me oar vat e raio ur c’heloù mat bennak dit eus ar pezh a glaskez.

Ma tremenas Charlez an noz-se en lochenn an ermit, hag an dewarlerc’h ar beure ez oa savet kerkent hag an heol. An ermit kozh a leuskas neuze ur c’hwitelladenn en toull-dor e lochenn, ha kerkent e em gavas eno un dremedar:

— Sell amañ, a lâras neuze da Charlez, o tiskouez dezhañ an dremedar, ul loen ha da gaso buan betek ma breur ermit; pign war e gein hag hen leusk da vont hep nec’h, gout mat a ra an hent.

Charlez a drugarekaas an ermit, a gimiadas digantañ, ha neuze e pignas war an dremedar, hag honnezh, pa voe lâret dezhi mont, a eas kuit prim evel an avel.

Chom a eure ur pennad, war-dro hanter-hent, en ul lec’h ma oa eno menec’h o chom.

— Petra a zo a nevez ?, a c’houlennjont, pa weljont an dremedar, a anavezent mat.

Charlez a lâras dezhe e zoare. Ma tremenas an noz er gouent-se. An dewarlerc’h, beure-mat, ec’h eas arre en hent, war e loen. Da guzh-heol ez oant ouzh troad ar menez lec’h ma oa an eil ermit o chom. Ma savjont war-c’horre gant kalz a boan, hag e em gavjont dirak un denig bihan, kozh evel an douar, gwenn e varv evel an erc’h, ha ken hir, ma tape betek an douar.

— Demat dit, dremedar ma breur, a lâras an ermit; petra a zo a nevez? Ouzhpenn kant vloaz a zo n’am boa da welet. Ha neuze e lâras da Charlez:

— Demat dit ivez, Charlez, mab ar roue Frañs.

— Demat deoc’h, mat zad ermit, eme Charlez; c’hwi ma anavez ivez eta ?

— Ya, ma mab, ha gout a ran ouzhpenn petra a glaskez: te, ma bugel kaezh, a zo o klask kastell ar Barbaover, evit kas dezhañ da benn en deus gonezet warnout, o c’hoari diñsou, bez’ a zo bremañ ur bloaz.

— Gwir eo, siwazh ! ma zad ermit.

— Ac’hanta ! n’out ket pell ken eus kastell ar Barbaover; met diaes eo mont di; chom ganen amañ betek warc’hoazh ar beure, ha me az kelenno, ha mar sentez ouzhin penn-da-benn, mar grez pep tra eeun evel ma lârin dit, e c’halli mont betek kastell ar majisian, ha zoken gonit c’hoazh da benn warnañ.

Ma chomas Charlez eta da dremen an noz gant an ermit, hag an den kozh hen kelennas hag a gomzas outan evel-henn:

— Ar Barbaover, ma mab, eo ar gouiziekañ majisian a zo bet biskoazh; met me n’on ket un azen ivez, selaou mat: e gastell a zo dalc’het diwar-bouez peder chadenn aour ‘us d’ar mor, ken uhel, ken na weler ket anezhañ eus-traoñ. Teir merc’h en deus, hag ar yaouankañ anezhe, anvet Finettig, he deus studiet levrioù he zad, hag a oar keit pe hiroc’h egetañ. Honnezh da denno a reuz, mar gallez em gemer ervat. Ur stank vras a zo dre amañ, en traoñ ar menez, ha ne oar den nemedon pelec’h emañ. Bemdez e teu teir merc’h ar majisian da em walc’hin er stank-se. War an nij e tiskennont eus kastell o zad, rak dilhad o deus gant divaskell ha pluñv gwenn, hag e nijont gante evel sined. Ar stank a zo pavezet en arc’hant, hag en he c’hreiz a zo teir c’hador aour ar c’haerañ lec’h ma ‘c’h azez an teir flac’h yaouank e noazh, a-raok em lakaat en dour. N’eus ket kaeroc’h egete indan lagad an heol. Kerkent ha ma vefont diskennet war lez ar stank, e em diviskfont hag e laoskfont eno o dilhad pluñv evit mont da azezañ war o c’hadorioù aour. Te a em guzho mat indan ar bodennoù lore hag haleg a zo eno en-dro, ‘vit na vi ket gwelet, ha pa vefont war o c’hadorioù aour, en kreiz ar stank, e krogi en o dilhad pluñv. Kerkent ha ma welfont kement-se, e teredfont er-maez an dour, o krial: “Ro dimp hon dilhad ! Ro dimp hon dilhad !”. Met n’o ro ket dezhe. Pediñ, gourdrouz, gouelañ a rafont: met dalc’h mat bepred. Finettig, ar yaouankañ, a ouvezo da betra e vi deut, a laro neuze: “Ro dimp hon dilhad pluñv, ha ni a lakao hon zad, ar Barbaover, da lezel ganit da benn, a zo dezhañ. “Lâr dezhi neuze penaos mar kar da gas war he chouk bete toull-porzh kastell he zad e roi an dilhad dezhi ha d’he c’hoarezed. Ma laro ober, ha neuze e c’halli diskregiñ eus an dilhad, ha pa vefont em wisket, e pigni war gein Finettig, a savo ganit en aer, uhel-uhel, ha da lakao e toull dor-borzh kastell he zad. Bez neuze hep nec’hamant, rak dont a raio c’hoazh d’az sikour, pa az po ezhomm. Klevet a’ teus mat?

— Ya, klevet am eus mat.

— Ma, dalc’h sonj neuze, hag eomp breman da gousket.

Hag ec’h ejont neuze da gousket, hag e-pad an noz Charlez na eure nemet sonjañ er pezh en devoa laret dezhañ an ermit kozh.

An dewarlerc’h ar beure, an ermit a lâras c’hoazh d’ar priñs holl kement en devoa da ober, ha neuze e tiskouezas dezhan pelec’h e oa ar stank, diwar-c’horre ar menez.

Charlez a drugarekaas an ermit hag e tiskennas diwar ar menez, hag e kavas ar stank, hep poan. Em guzhañ a eure neuze indan ar bodennou, e-kichen an dour. Ur pennad goude e klevas trouz a-us d’e benn, ha hepdale e welas tri evn bras ha gwenn evel sined, o tiskenn war vord ar stank. Kerkent e em lakajont da em diwiskan. Met Finettig a laras:

— Me am eus aon e vefe tud aman un tu bennak.

— Petra a larez ? eme an div all, a belec’h e fell dit e teufe tud amañ? Biskoazh n’hon eus gwelet den; ha neuze, den ebet na oar doare d’ar stank-man, nemet an ermit kozh a zo war lein ar menez, ha n’eo ket hennezh a deufe d’hon gwelet o em walc’hin.

Finettig a oa majisianez hag he devoa lennet levriou he zad, hag he c’hoarezed na ouient ket se, nag ar majisian kozh kennebeut.

Em diwiskañ a ra an teir flac’h. Setu-int en o c’hoazez war o c’hadorioù aour en kreiz ar stank. Ken kaer e oant eno, ken kaer, ma vanas mab ar roue ur pennadig da sellet oute, digor-frank gantañ e c’henou hag e zaoulagad. Ne ankouaas ket koulskoude ar pezh en devoa da ober hag e teuas eus a indan ar bodennou, hag e lampas war an dilhad pluñv. Pa welas kement-se an teir flac’h, e teredjont er-maez eus an dour, o c’harmat hag o lâret:

— Ro dimp hon dilhad! Ro dimp hon dilhad !

— Hola! eme Charlez, n’o roiñ ket evel-se evit netra.

— Ro dimp hon dilhad buan, krozet e vefomp gant hon zad, eme unan.

— Me ne ran forzh a se, eme Charlez.

— Me a roio ur pok dit, eme un’ all.

— Ta ! Ta ! N’eo ket pokoù a fell din.

— Petra a c’houlennez eta evit roiñ dimp hon dilhad? a lâras Finettig.

— Netra nemet bezañ kaset bete toull-dor kastell ho tad.

— Ma, kaset e vi, pa eo ret, eme Finettig.

Neuze Charlez a roas dezhe o dilhad pluñv, hag e em wiskjont prim-ha-prim.

— Deus war ma c’hein, a lâras neuze Finettig dezhañ.

Hag ec’h eas war gein Finettig, ha kerkent e savjont en aer, uhel-uhel. Laket e voe en toull-dor ar c’hastell ha laret dezhañ gortoz ur pennadig a-raok mont e-barzh. Dilerc’het e oa un tammig merc’hed ar majisian, hag ec’h eas da sellet en e levr da c’hout petra a oa kiriek da gement-se. Lenn a eure eno penaos ez oant bet gwelet e noazh gant mab ar roue Frañs, hag o devoa ranket hen dougen bete toull porzh ar c’hastell, hag e oa droug ennañ. Krozan a eure un tamm d’e verc’hed, hag ec’h eas neuze da doull ar porzh.

–Demat deoc’h, Aotrou Barbaover, a lâras Charlez
dezhañ.

–Demat dit, mab ar roue Frañs; n’ a’ teus ket ankouaet,
war a welan, ar pezh a dleez diñ, ha den a c’her ez out; mat
a’ teus graet o tont.

–Kollet am eus, ret eo paeañ.

–Mat eo kement-se. Kalz a’ teus graet o vezañ deut betek
amañ; met kalz a’ teus da ober c’hoazh, a-raok gonit da benn;
met ur paotr mat ez out, war a welañ.

–Ne c’houlennan nemet labourat; lâret din petra am eus da
ober.

–Kerzh da gentañ da debriñ un tamm ha da
evañ ur bannac’h, evit komer nerzh; goude ec’h i da gousket,
ha warc’hoazh ar beure, e lârin dit petra az po da ober.

Charlez a goanias mat, ha goude-se ec’h eas da gousket en ur gwele
pluñv, hag e lâre ennañ e-unan: “N’eo ket ken
gwazh den ar Barbaover ha ma soñje ganen”.

An dewarlerc’h, kerkent ha sav-heol, ar majisian a deuas en e
gambr, hag a lâras:

–Er-maez! War-sav prim, ha d’al labour! Ne garan ket an dud
didalvez.

Hag e savas Charlez prim-ha-prim, hag e tebras un tamm hag ec’h
evas ur bannac’h, hag ar Barbaover a roas dezhañ neuze ur bal,
un trañch hag ur vouc’hal, hag a eas gantañ en un alead
gwez-derv bras, hag a lâras dezhañ:

–An holl gwez-se a ranki da diskar, hag ouzhpenn ober fagod
gante, ha kement-se holl a-raok kuzh-heol hirie. Sete da labour
hirie: warc’hoazh e vo gwelet arre.

Hag ec’h eas kuit neuze. Charlez a chomas ur pennadig da sellet
eus ar gwez, souezhet-bras gant ar pezh en devoa klevet, hag e
lâre ennañ e-unan: “Ret eo e ve kollet e skiant-vat gant
an den kozh-se !”

Hag e harpas e gein ouzh ur wezenn, hag e em lakaas da vutunat. Ne
oa ket dinec’h koulskoude. Da greisteiz, e teuas Finettig da zegas e
lein dezhañ.

–Petra, emezi, pa hen gwelas en doare-se, hag al labour? N’eo ket
evel-se e vezo graet, me oar vat.

–Ret eo e ve kollet e skiant-vat gant ho tad, pe e ra goap
ouzhiñ, a lâras dezhi.

_ Allas! emezi, ret eo d’al labour bezañ graet, evel en
deus lâret ma zad, pe n’eus nemet ar marv evidoc’h.

–Ma feiz, neuze e varviñ eta.

–Marteze: fidel e vefet din, ha me ho tenno c’hoazh eus ar
pleg-se ?

–Ya, betek ar marv, mar gret kement-se evidon.

_ Ha ma c’homeret a refet da bried?

–Ya, a-greiz ma c’halon.

Hag e pokas dezhi.

–Roet din bremañ ar vouc’hal-se.

Charlez a roas dezhi ar vouc’hal goad, hag e skoas ganti un taol
war droad ur wezenn, ha kerkent ar wezenn-se a gouezhas war an hini
dostañ dezhi, homañ war un’ all, homañ war un
deirvet, hag evel-se penn-da-benn an ale ken a voe deut d’an
traoñ ar gwez holl. Charlez a selle, souezhet-bras, ha ne ouie
ket petra e oa kement-se. Pa oa ar gwez holl astennet war an douar,
ez oant c’hoazh da fagodiñ. Met kement-se a voe graet arre
hepdale. Neuze Finettig a lâras:

–Setu graet al labour hirie! Bremañ, da guzh-heol, e
teufet d’ar gêr, ha n’ho pet ket aon dirak ma zad; komzet
outañ divergont zoken.

Hag ec’h eas neuze d’ar gêr. Da guzh-heol, Charlez a deuas
ivez war e bouez, hag o c’hwitellat. Ar majisian a deuas d’hen
ambroug, hag a c’houlennas digantañ:

–Peurgraet eo al labour ?

–Ya, pell a zo: Pa n’ho po nemet c’hoarioù bugale evel-se
da reiñ din da ober, n’am lakafet ket nec’het.

–Penaos, diskaret a’ teus holl gwez ma ale ?

–Ya, pa lâran deoc’h; it da welet, mar ne gredet ket.

–Ha drailhet ha fagodet ivez ?

–Ha drailhet ha fagodet ivez, evel m’ho poa lâret din
ober.

Gildas Hamel