Dalmar

Ar Roue Dalmar

Ur wezh e oa ur roue en Frañs ha n’en devoa nemet ur mab. Hemañ a oa o ren e ugentvet vloaz pa lâras un deiz d’e dad penaos en devoa c’hoant da dimeziñ.

–Da biv ivez, ma mab ? a c’houlennas digantañ ar roue.

–Da verc’h ar roue Dalmar, ma zad.

–Allas ! Ma bugel paour, evit honnezh n’ az po ket anezhi. Abaoe an oad a daouzek vloaz ec’h eo dastumet en un tour, lec’h na wel den nemet ar wreg a gas he boued dezhi bemdez.

–N’ eus ket a forzh ma zad, mont a rin d’he goulenn digant he zad, ha mar n’am be ket anezhi, n’ am bo biken gwreg war an douar. Ne ouzon ket pelec’h emañ rouantelezh he zad, nag en pe tu e tlean mont, met mont a riñ bepred, hag e valein kement ha kement ken a erruin, abred pe diwezhat.

–Mar emañ warnout mont, da lezin da vont, gant a vi distro war-benn un deiz hag ur bloaz.

–Ya, war-benn un deiz hag ur bloaz e vin distro, a-dra-sur, pe ne vin ken en buhez.

Mont a eure neuze en hent en ur c’harroñs kaer, ha gantañ ur mevel hepken. Ne ouient en pe tu mont, met mont a raent bepred, en gras Doue. Un dro bennak, an noz a serras warne en ur c’hoad bras. Ken teñval e oa ma na c’hallent ken mont. Ma rankjont chom eno da c’hortoz an deiz. Ar priñs a chomas en e garroñs, hag ar mevel a em astennas war ur gwele spoue ha raden, ouzh troad ur wezenn derv. Ar c’hezeg a oa bet distaget, hag a beure war-dro.

War-dro hanternoz, ar mevel a glevas komz a-us d’e benn, ’barzh ar wezenn. Ma selaouas pizh, ha setu amañ petra a glevas.

–Ac’hanta, bugale, bet eo mat an devezh? a c’houlennas ur vouezh; petra a zo a nevez?

–Ne ouzomp netra a nevez, hag an devezh a zo bet fall a-walc’h, a lâras daou all.

–Ma! eme an hini kentañ, me a oar neventiz: mab ar roue Frañs a zo er c’hoad !

–Ha gwir ? Kement-se a zo mat; mar gallfemp dont a-benn d’ hen komer!…

–Emañ o vont da c’houlenn merc’h ar roue Dalmar da bried; met n’ emañ ket c’hoazh en penn e boanioù, rak n’ eo ket ken aes ha ma soñj gantañ mont bete kastell ar roue Dalmar. Kerkent ha ma vo aet er-maez ar c’hoad, e kavo ur stêr hag he deus ugent lev a ledander; penaos e raio evit tremen ar stêr-se, rak n’eus eno na bag na tremener? Ha koulskoude e ve gallet tremen ar stêr, hep bag na tremener.

–Penaos se eta? a c’houlennas an daou all, rak ne oant nemet tri.

–Setu amañ penaos, pa n’eus den amañ o selaou: pa vo degouezhet e-tal ar stêr, e vefe ret dezhañ troc’hañ ur wialenn gelvez en ur c’harzh a zo eno, en tu ar sav-heol, peilhat anezhi ha skein tri zaol war an dour; kerkent e savfe eno ur pont kaer, hag e c’hallfe dre ar pont-se mont bete kastell ar roue Dalmar, a zo en tu all d’an dour. Met c’hoazh a zo: pa degouezhfe en kêr, e vefe ret dezhañ em wiskañ en priñsez ha mont evel-se betek ar roue ha lâret dezhañ ec’h eo ur vignonez d’e verc’h deut eus ar Spagn da welet anezhi. Degomeret mat e vefe gant ar roue, ha neuze e c’houlennfe digantañ kousket en kambr e verc’h, hag e vefe lezet da ober, hag e-pad an noz ec’h afent kuit o-daou dre ar prenestr, diwar-bouez liñselioù o gweleoù… Ma vije bet amañ o selaou ac’hanon, en devije gallet marteze dont a-benn da gaout ar briñsez.

An deiz a deuas neuze da darzhañ, hag e nijjont kuit o-zri, rak divaskell o devoa.

Ar mevel en devoa klevet holl. Dishunin a reas e vestr, en devoa kousket mat en e garroñs, ha ne lâras netra dezhañ eus ar pezh en devoa klevet. Stagañ a eure ar c’hezeg eus ar c’harroñs, hag e em lakajont arre en hent.

–Allas! N’efomp ket pelloc’h war an tu-se ! a lâras ar priñs, pa welas.

–Marteze, mestr; na dizesperomp ket evel-se, a lâras ar mevel.

–Ha penaos e fell dit e tremenfemp ? Ne welan na bag na tremener ha n’eo ket war an neuñv ec’h efomp ivez en tu all.

Ar mevel na lâras netra, hag ac’h eas da ur c’harzhad keuneud a oa en tu ar sav-heol, hag e troc’has eno gant e gontell ur wialenn gelvez, hag e peilhas anezhi. Neuze e skoas gant ar wialenn-se tri zaol war an dour, ha kerkent e savas ur pont kaer eus an eil tu d’ egile d’ ar stêr. Setu souezhet-bras ar priñs, o welet kement-se. Tremen a eurejont an dour, hag e em gavjont hepdale en ur ger gaer, penn-ker rouantelezh ar roue Dalmar. Diskenn a eurejont en ostaleri gaerañ a gavjont.

An dewarlerc’h ar beure ar mevel a lâras d’ e vestr:

–Bremañ, ma mestr, e vo ret deoc’h em wiskañ en stumm da ur briñsez ha mont evel-se betek ar roue Dalmar, ha lâret dezhañ penaos ez oc’h ur vignonez d’ e verc’h, hoc’h eus anavezet anezhi er Spagn, hag ec’h oc’h deut d’ he gwelet ha da dremen ganti ur pennad amzer. Goulenn a refet ivez bezañ bepred gant ar briñsez, noz ha deiz, ha kousket zoken en he c’hambr. Ar roue na gavo netra da lâret war gement-se. Neuze, war-dro hanternoz, pa vo kousket holl dud ar palez, e skoulmfet liñselioù ho kweleoù an eil ouzh eben, hag e tiskennfet er porzh, gant ar briñsez. Me a em gavo eno, gant ma c’harroñs, plouz en-dro d’e rodoù, evit harzañ a ober trouz, hag ec’h efomp kuit doc’htu.

Ar priñs en devoa ur goñfiañs vras en e vevel, abaoe m’en devoa graet dezhañ tremen ar stêr, a reas pep tra evel ma lâras dezhañ. Em wiskañ a eure eta en priñsez, ar c’haerañ ma c’hallas, hag ec’h eas neuze d’ ar palez hag e c’houlennas komz gant ar roue.

–Demat deoc’h roue Dalmar, a lâras d’ ar roue.

–Ha deoc’h ivez, Priñsez yaouank, a lâras ar roue dezhi.

–Me a zo ur vignonez d’ ho merc’h, am eus bet anavezet er Spagn, hag ec’h on deut da welet anezhi, ha da dremen un toullad deizioù ganti.

–Ra vefet deuet mat neuze; ec’h an da ober lâret d’am merc’h dont, hag he devo kalz a blijadur eus ho kwelet, me oar vat.

Hag e reas lâret d’ ar briñsez dont, hag o lezas o-unan neuze. Ma em glevjont, ha n’o devoe ket a boan o vezañ lezet da vont da gousket er memes kambr. Ar briñsez na c’houlenne ket well’ eget heuilh’ ar priñs.

–M’ ho heuilho lec’h ma karfet, a lâre dezhañ, ma zad am dalc’h amañ e-barzh un tour lec’h na welan den ebet, ha[g] e rae vad din bale bro un tammig.

Da hanternoz, pa oa kousket an holl er palez:

–Eomp bremañ, hep ober trouz ! a lâras ar priñs.

Met ar briñsez a deuas aon dezhi neuze, hag a lâras:

–Allas ! Priñs kaezh, ma zad a zo ur majisian, ha na daleo ket da c’hout e vefomp aet kuit, hag e teuio war hon lerc’h, ha mar vemp tapet, ez eo graet ouzhimp !

–Eomp bepred ! a lâras ar priñs.

Hag e tiskennjont er porzh, diwar-bouez liñselioù o gweleoù, sioul-sioul, hag e pignjont er c’harroñs a oa eus o gortoz indan ar prenestr, ha kuit neuze!

–Allas ! Klevet a ran soudarded ma zad o tont war hon lerc’h ! a lâras ar briñsez, ur pennadig goude.

Hag evel a lâre, ez oant o tont d’an daoulamm ruz. Met ar mevel, degouezhet e-tal ar stêr vras, a diskennas eus ar c’harroñs ha gant e wialenn gelvez, en devoa miret, e skoas tri zaol war an dour, ha kerkent e savas arre ur pont kaer eus an eil tu d’egile d’ar stêr. Setu-int war ar pont, hag ar soudarded war o lerc’h, met ur pennad brav dioute. Degouezhet en tu all, ar mevel a skoas tri zaol all war ar pont, ha kerkent e kouezhas en dour, hag ar soudarded gantañ, hag e voent beuzet-holl. Ar roue Dalmar, n’en devoa ket kredet mont war ar pont, dre ma wele e oa maji en-dro, a oa chomet en tu all, hag e krie, ha droug ennañ da vat:

–Bourdet a’ teus ac’hanon, mab ar roue Frañs; met a-raok mont bete Pariz gant ma merc’h, az po c’hoazh eus ma c’heloù !

Ar priñs hag ar briñsez, hep nec’hamant bremañ, a dalc’has da vont, met war o nañ. An noz a serras warne arre er c’hoad, ha, hervez ali ar mevel, e chomjont e-barzh da c’hortoz an deiz. Ar priñs hag ar briñsez a dremenas an noz er c’harroñs, hag ar mevel a em astennas arre war a[r] spoue hag ar raden, indan ar wezenn ma oa ivez an dro gentañ. Ne gouskas ket evit gwelet ha klevet a raje un dra bennak a vat, evel an dro all. War-dro hanternoz, e klevas arre trouz divaskell a-us d’ e benn evel ma vije laboused-nij bras ’barzh ar wezenn, ha prestik goude ur vouezh a lâras:

–Ez oc’h aze holl, kamaraded ?

–Ya, a lâras ur vouezh all, nemet an Diaoul Kamm met hennezh a ve bepred war-lerc’h.

An di[a]oul Kamm a degouezhas ivez ur pennadig goude.

–Ac’hanta petra ’ zo a nevez ? a c[’]houlennas digantañ ar re all.

–Petra a nevez ? Ne ouzoc’h netra eta, c’hwi ? Mab ar roue Frañs a zo arre er c’hoad ! Deut eo a-benn da gaout merc’h ar roue Dalmar, hag emañ o vont ganti da Bariz. Met da ober en devo c’hoazh a-raok mont bete Pariz gant e briñsez koant ! Da gentañ, evel ma vo aet er-maez ar c’hoad, e kouezho warnañ daouzek laer a lem[m?]o digantañ ha digant ar briñsez hag o mevel ivez, holl kement o deus, o aour, o arc’hant, o diamantoù ha betek an dilhad a zo warne. Ma vefont laket en noazh-puilh, evel pa oant deut war an douar, ha leusket eno neuze evel-se. Hag an hini anezhe a c’hoantafe em difenn, a vefe kerkent troet en ur maen-marbr. Pa vefont war an hent er stad-se, e welfont ur wrac’h kozh war doull he dor, hag ar wrac’h a lâro dezhe dont en he ziig, hag a roo dilhad dezhe da wiskañ. Mar deuont da selaou ar wrac’h kozh ha da gomer dilhad diganti, (rak a bep seurt dilhad a vo eno, dilhad priñsed, priñsezed, duked, markizien) e vefont arre kerkent troet en maen-marbr, hag e teufont da dommañ d’ hon zi. Pelloc’h, e kavfont ur stank vras, ha ‘barzh ar stank-se e welfont un den darev da em veuziñ hag a c’houlenno sikour digante, truezus-bras. Gwalleur dezhe arre mar selaouont hennezh, rak kerkent e vefont troet en maen-marbr, hag e teufont da dommañ d’hon zi. Setu eno petra a c’hoarvezo gante ha petra a rankfont da ober a-raok mont bete Pariz. Ha penaos e fell deoc’h e c’hallfe goût petra a zo ret da ober evit em dennañ ac’hane? Kement-se na c’hallfe bezañ nemet lâret a rafe unan bennak dezhañ kement am eus lâret deoc’h amañ, ha den ebet nemedoc’h n’ en deus ma c’hlevet, me oar vat. Ha neuze, ha p’en defe klevet un den bennak ar pezh am eus lâret deoc’h amañ, mar lârfe hennezh da vab ar roue Frañs ar pezh en defe klevet, kerkent e vefe troet en maen-marbr, hag e teufe da dommañ d’hon zi.

An deiz a deuas da darzhañ neuze, hag ar re a oa war ar wezenn a nijas kuit.

Ar mevel, a oa indan ar wezenn ha na gouske ket, en devoa klevet holl arre. Dishunañ a eure e vestr, ur pennadig goude, ha ne lâras netra dezhañ a gement-mañ. Stagan a eure ar c’hezeg eus ar c’harroñs, hag ec’h ejont arre en hent. A-boan e oa dezhe bezan aet er-maez ar c’hoad, ma teuas daouzek laer a grogas en penn ar c’hezeg hag a grias: “Ar yalc’h pe ar vuhez!”. Ober a eurejont d’ ar priñs ha d’ ar briñsez diskenn eus ar c’harroñs, ha goude komer o aour, o arc’hant hag holl kement a oa gante, o diwiskjont c’hoazh en noazh-puilh, ar mevel koulz hag e vestroù, hag ec’h ejont kuit neuze gant ar c’harroñs hag ar c’hezeg. Ar priñs, ar briñsez hag ar mevel leusket war an hent er stad-se, evel gwir sovajed, a oa nec’het-bras. Ur wrac’h kozh o gwelas eus toull he dor, hag a grias dezhe:

–O Doue, ma zudoù kaezh, en pe stad ez oc’h aze! Petra a zo c’hoarvezet ganeoc’h? Deut em zi, ha me a roio dilhad deoc’h da wiskañ; truez am eus ouzhoc’h.

Ar priñs hag ar briñsez o devoa c’hoant da vont en ti ar wrac’h kozh; ar mevel a reas eus e wellañ evit o harzañ da vont e-barzh, met ne dalve ket dezhañ, mont a eurejont e-barzh. Pa welas se, e lakaas an tan en ti, hag evel-se e rankjont dont er-maez, a-raok bezañ bet amzer da em wiskañ. Droug a oa enne. Ma rankjont em lakaat en hent er stad-se. Ar mevel a gavas war an hent ur c’hozh bragoù kouezhet eus sac’h ur pilhaouer bennak, hag a lakaas anezhañ, hag ac’h ae neuze evel-se da druantañ boued d’ an tier, evitañ hag evit an daou all. Ma tegouezhjont evel-se e-tal ur stank vras, hag er stank-se e weljont unan darev da em veuziñ, hag e krie truezus:

— Sikour, ma zudoù kaezh! Sikour, en an’ Doue! Ec’h an da vervel!…

Ar priñs en devoa c’hoant da em deurel en dour, evit salviñ an den-se, hag e vevel en devoa kalz a boan o harz’ anezhañ. Ar mevel a dostaas d’ an dour, ha gant ur vazh pennek a oa gantañ a em lakaas da skeiñ war benn an hini a oa er stank, ken ac’h eas d’ ar foñs, ha ne weljont ha ne glevjont ken anezhañ.

— Den fall! a lâras ar priñs d’ e vevel, lazhet a’ teus an den-se, p’ az pije gallet salviñ e vuhez dezhañ !

Ar mevel na eure van ebet evit klevet se, hag ec’h ejont a-raok arre. Tostaat a raent da Bariz. Ar mevel, en devoa ur bragoù, evel hon eus gwelet, ac’h eas en kêr a-raok hag a degasas dilhad da wiskañ d’ar priñs ha d’ar briñsez, a oa em guzhet en ur c’hoad, da c’hortoz anezhañ. Neuze e c’halljont em diskouez hep re a vezh, hag ec’h ejont o-zri bete palez ar roue. Ar roue kozh, a soñje e oa marv e vab, rak tremenet e oa an deiz hag ar bloaz, en devoe kement a joa anezhañ, ma lakaas ober c’hoarioù ha festoù d’ an holl e-pad eizh deiz.

Ur pennad goude kement-mañ, ar priñs a euredas merc’h ar roue Dalmar, hag e voe arre a-nevez gouelioù, c’hoarioù ha festoù kaer.

War-dro nav pe dek miz diwezhatoc’h, ar briñsez a c’hanas ur mab ar c’haerañ, ha setu ma oant ken eurus ha ma c’haller bezañ war an douar.

Ar priñs en devoa miret gantañ e vevel fidel, hag alies e komzent eus o beaj bete kastell ar roue Dalmar, hag eus kement a oa c’hoarvezet gante o vont di, hag o tont ac’hane. Ne c’halle ket dont a-benn da c’hoût penaos o devoa gallet ober o zro evit ar gwellañ, ha distreiñ d’ ar ger hep droug, hag e c’houlenne digantañ penaos e oa c’hoarvezet pep tra.

— Lâret a riñ deoc’h kement-se holl un deiz, a lâre ar mevel, met n’hallan ket hen ober bremañ.

Kement-se na rae nemet kreskiñ e c’hoant da c’hoût, ha ne oa ken e spered nemet gant an dra-se, ha bemdez e c’houlenne. Met ar mevel a lâre bepred ne oa ket deut ar c’houlz. Un deiz ar priñs ac’h eas da gavout ar mevel en e gambr, droug ennañ da vat, e sabrenn gantañ en e zorn, hag a lâras:

— Ret eo dit lâret din ar pezh am eus c’hoant da c’hoût, pe ec’h an d’az lazhañ doc’htu!…

— Lâret a rin deoc’h, ma mestr, pa c’hourc’hemennet, met keuz ho po, hepdale.

— Lâret din doc’htu, pe ez out o vont da vervel!

Hag e troe e sabrenn vras a-us d’e benn. Ar mevel a gomzas evel-henn neuze.

— Ec’h an da lâret deoc’h, ma mestr, pa c’hourc’hemennet. Soñj hoc’h eus pa oamp o klask kastell ar roue Dalmar, e tremenjomp un noz en ur c’hoad bras ?

— Ya, soñj am eus a gement-se.

— C’hwi a chomas e-pad an noz en ho karroñs, ha me a c’hourvezas war ur gwele spoue ha raden indan ur wezenn derv vras. War-dro hanternoz e voen dishunet gant mouezhioù a glevis war ar wezenn-se, rak tri a oa eno, hag a oa, a gredan, tri diaoul. Hag unan eus an tri,–rak ne ouie ket, me oar vat, ez oan eno,–a lâras d’an daou all penaos ez oa mab ar roue Frañs er c’hoad, gant e vevel, o vont da glask merc’h ar roue Dalmar, hag holl kement a vije ret dimp da ober evit dont a-benn eus hon zaol…

Treid ar mevel a oa dija troet en marbr; ma talc’has koulskoude da gomz evel-henn:

— Neuze pa oamp o tistreiñ, hag ar briñsez ganimp, e kouskjomp arre er c’hoad-se, evel ma ouzoc’h. Ar memes tri a deuas arre da gomz war ar wezenn, a-us d’am fenn, hag evel-se e klevis arre holl kement a oa ret dimp da ober evit mont gant ar briñsez bete palez ho tad…

Ar mevel fidel a oa dija troet en marbr betek e divgazel. Pa welas ar priñs kement-se, a lâras:

— A-walc’h! A-walc’h! Na lâr ken netra.

— Nann, emezañ, ret eo din mont betek ar penn, p’ am eus komañset. Goût a raen mat e vijen troet en marbr, mar lârjen kement-man deoc’h, met gourc’hemennet hoc’h eus; c’hwi eo ar mestr, ha me ar mevel, hag e tlean sentiñ ouzhoc’h. Goût a ret bremañ ar pezh ho poa c’hoant da c’hoût, ha setu-me troet en statu marbr bete ma divskoaz, evel en devoa lâret an hini a gomze er wezenn derv!

Hag en gwirionez, ar mevel fidel a oa bremañ ur statu marbr, nemet e benn a oa chomet evel a-raok. Komz a rae bepred, hag e lâre:

— Graet eo ouzhin bremañ! Tan an ifern ma dev, ha c’hwi ivez a vo devet gantañ, un deiz, mar ne brenet kement-mañ.

Setu glac’haret ar priñs o welet petra a oa c’hoarvevet gant e vignon fidel. Ma teuas neuze da vezañ trist ha dilavar, hag e tec’he ouzh an dud, hag e vije gwelet alies e-unan o skuilhañ daeroù. Den ebet, zoken e wreg, na ouie petra a oa kiriek da gement-se. E dad a c’houlennas digantañ un deiz:

— Pelec’h emañ da vevel fidel, da vignon? N’am eus ket gwelet anezhañ ur pennad ’zo.

Ar priñs na lâras netra, hag a em lakaas da ouelañ.

Ma klaske bepred penaos e c’hallje lemel a boan e vevel fidel. Penaos em gomer evit-se? Piv a roje dezhañ un ali mat bennak? Goude bezañ gwelet kalz a dud gouiziek-bras, ha majisianed ha sorserezed, e soñjas mont da dremen c’hoazh un noz er c’hoad, indan ar wezenn derv, lec‘h m’en devoa tremenet e vevel div noz. Mont a eure ur beure, en e garroñs, hep lâret da den pelec’h ec’h ae. Anavezout a eure mat al lec’h hag ar wezenn, ha, pa deuas an noz, e c’hourvezas indani, evel e vevel, ha ne gouskas ket. War-dro hanternoz, e klevas trouz a-us d’ e benn, evel pa vije diskennet war ar wezenn laboused-nij bras, hag ur vouezh a lâras:

— Ac’hanta paotred, ne ouzoc’h ket? Mevel ar roue Frañs, en devoa klevet hon c’haoz diwar-benn merc’h ar roue Dalmar, hag en deus lâret holl d’e vestr, a zo bet troet en ur statu marbr, hag e boanioù a zo bras er stad-se. Ar priñs a garfe a-walc’h hen gwelet en e stad kentañ, met kement-se n’eo ket aezet.

— Petra a vefe ret da ober? a c’houlennas ur vouezh.

— Petra a vefe ret da ober ? Ec’h an da lâret deoc’h: ret e vefe d’ ar priñs lazhañ, e-pad an oferenn-bred, e bennhêr bihan, a blij kement dezhañ, dastum e holl wad en ur bezel, frotañ gantañ e vevel troet en marbr, ha lakaat neuze a-nevez ar gwad en genoù ar bugel. A-nebeudoù, dre ma vefe gwalc’het gant ar gwad, ar statu marbr a deufe en e stad kentañ, hag a-raok fin an oferenn-bred, mevel ar priñs a em gavfe da vezañ ken bev ha ken yac’h ha biskoazh, hag ar bugel eveltañ. Setu eno petra e vefe ret da ober; met piv a soñjfe biken ober kement-se ?

An deiz a gomañsas neuze da darzhañ hag ar re a oa er wezenn a nijas kuit, oc’h ober trouz vras gant o divaskell.

Ar priñs n’ en devoa ket kollet ur ger a gement a oa bet lâret. Distreiñ a eure neuze d’ ar gêr, un tamm nebeutoc’h trist, ha leun a fiziañs.

Ar sul war-lerc’h, e lâras da holl dud e di mont d’an oferenn-bred, hag hen lezel e-unan er gêr. Mont a reas an holl, hag e chomas e-unan. Pa glevas ar c’hleier o son evit mont en iliz, e komeras ur gontell lemm-mat, hag ec’h eas etrezek ar c’havell lec’h ma oa kousket e vugel. Met p’hen gwelas eno, ruz e divjod, e vuzelloù o vousc’hoarzhin, hag eñ ken koant hag un aelig eus an neñv, ne gredas ket skeiñ, hag e tistroas e benn, hag e em lakaas da ouelañ. Met dont a eure arre d’ar c’havell, ur pennadig goude, hag e skoas… Ar gwad a lammas kerkent. Dastum a eure anezhañ en ur skudellig arc’hant hag e redas neuze d’ ar gambr lec’h ma oa e vignon fidel troet en statu marbr, ha setu-eñ d’hen gwalc’hiñ, ha d’hen frotañ gant gwad tomm e vugel. Ha dre ma frote, e wele ar marbr o krenañ, o tommañ hag o komer buhez a-nebeudoù. Pa oa an oferenn-bred peurlâret, ar mevel fidel a em lakaas da vale hag a gomzas evel-henn:

–A! Mestr paour, me avat a zo bet tomm din abaoe! Lâret mat e oa bet din am bije tomm un deiz, mar lârjen deoc’h ar pezh am boa klevet er c’hoad, ha ne oa ket gaou! Ha c’hwi hoc’h-unan a vije c’hoarvezet ganeoc’h evel ganen, mar n’ho pije graet evel hoc’h eus graet. Bremañ e welan penaos am c’haret.

Hag e lammas en e gerc’henn da bokat dezhañ.

Ar priñs a redas neuze bete e vugel, a oa marv en e gavell, hag a lakaas en e c’henou ar gwad en devoa tennet dezhañ, ha m’en devoa gwalc’het ha frotet gantañ ar statu marbr. Ne eure van ebet da gentañ ar bugel. Ne oa ket hep nec’hamant an tad, daoust d’an traoù burzhudus en devoa gwelet. Ur pennadig goude, holl dud an ti a oa distro eus an oferenn-bred, hag ar briñsez gante. Em lakaat a reer eus taol. Ar roue kozh hag ar briñsez a voe souezhet o welet mignon ar priñs, e vevel fidel, n’o devoa ket gwelet ur pennad amzer a oa. Ar priñs a oa koulskoude muioc’h trist ha nec’het eget an deizioù all.

— Pelec’h emañ ma mab? a c’houlennas ar briñsez; perak n’emañ ket amañ ?

Emañ en e gavell, kousket-mat, a lâras an tad.

Ur pennadig goude, e kredas klevet mouezh e vab o tishuniñ, hag e savas kerkent, hag e redas d’e gambr, hag e welas anezhañ en e gavell, o vousc’hoarzhin outañ, hag o astenn e divrec’hig etrezek e dad. Hemañ a bokas dezhañ o ouelañ gant ar joa, a gomeras anezhañ etre e divrec‘h, hag a redas gantañ d’ ar sal lec’h ma oa ar re all ouzh taol, hag a lâras dezhe holl kement a oa c’hoarvezet.

Ma voe neuze gouelioù ha festoù ar c’haerañ eno. Ma mamm-you-gozh a c’hallas, ne ouzon penaos, em ruzañ betek ar gegin, hag a voe laket da dreiñ ar ber. Met ar mestr keginer he gwelas o voutañ he biz en hili ha gant un taol troad, lec’h ma ouzoc’h, he distaolas bete bourk Plouared, lec’h ma kontas kement-man holl.

Kontet gant Yann ar Person, kereer en bourk Plouared.
Miz Du 1869

Gildas Hamel