Bruzunennoù barzhoniezh

Pozioù kentañ Mamm-gozh, gant Youenn Gwernig, aet d’an anaon evit bloaz (29et a v. eost 2006):
E-pad ar goañv e Breizh
Bez es eus tiez toennoù mein-glas
Evit lakaat ar vugale da glevout
Tabouliñ ar glav
Prenestroù sklaer evit tresañ traoù.

(Al Liamm 358, ere 2006, pp. 8–9)

In Brittany in the winter
there are houses with slate roofs
so that children may hear
the rain’s pitter patter,
with clear windows to draw things.

Ha da heul bremañ, troïdigezh varzhoneg hebreek vrudet Dan Pagis kavet en e levr Points of Departure, troïdigezh saozneg gant Stephen Mitchell (Ibid., p. 23), ha va hini e brezhoneg war-lerc’h:

כָּתוּב בְּעִפָּרוֹן בַּקָּרון הֶחָתוּם

כָּאן בַּמִּשְׁלוֹחַ הַזֶּה
אֲנִי חַוָּה
עִם הֶבֶל בְּנִי
אִם תִּרְאוּ אֶת בְּנִי הַגָּדוֹל
קַיִן בֶּן אָדָם
,תַּגִּידוּ לוֹ שֶׁאֲנִי

E saozneg:

Written in Pencil in the Sealed Railway-Car

here in this carload
i am eve
with abel my son
if you see my other son
cain son of man
tell him that i

Hag e brezhoneg:

Skrivet gant kreïon er vagon brennet

amañ er transport-se
me eva
gant abel va mab
ma welit va mab henañ
cain mab den
lavarit dezhañ emaon

Kurius disoloiñ pegent krouüs eo kenveriañ ar yezhoù, forzh pegent pell spered unan eus an eil, da vihanan diouzh kentañ sell a raer. ‘Kreïon’ ha ‘bagon’ a glot evel e hebreeg, hag a greiz oll e kemer an tamm kreïon liv drama ar bed. Pa brenen ur c’hreion be ur “borteplume” ti Geldron, n’hellen ket sonjal (eürusamant) e c’hellfent dont da vezañ ostilhoù ontologel. Ha da vont pelloc’h ganti: ‘emaon’ hag ‘amañ’ a liamm krogadenn ar werz hag he dibenn gwelloc’h eget en hebreeg. N’hellen ket treiñ בן אדם gant ‘mab Adam’ pe ‘mab gour’, met treiñ gant “mab den” a zeu neuze da damantiñ e c’hell bezañ, hag ez eo, ‘cain’ “mab den ebet”, filius nullius, evel ma grede d’an nazïed e oant un ouenn nevez.