Aorel

Ar priñs Aorel ha kaour Sant Jili

Selaouet hag e klevfet.
Mar karet e kredfet,
Mar karet n‘ gredfet
Setu am eus da Iâret:

Ur wezh e oa ur roue en Frañs, hag ur roue all en Breizh-Izel. Roue Breizh-Izel a ranke, bep bloaz, paeañ an tribut da roue Frañs. Ur bloaz, pa oa aet da Bariz da baeañ an tribut, goude ar pred, ar roue Frañs a lâras da roue Breizh-Izel:

–Me am eus ur mab hag a gredan n‘eman ket e bar war an douar; biskoazh n‘en deus kavet den da c‘hoari outan.

–Ha me ivez, a lâras neuze roue Breizh-Izel, am eus ur mab hag a zo ur gwaz, ha ne gredan ket e ve kavet, kant lev tro-dro, unan hag a ve trec‘h dezhan.

–Ma ! Degaset ho mab ganeoc‘h da vloaz, pa deufet, hag e rafont o-daou ur c‘hrog gouren hag e vo gwelet pehini anezhe eo ar c‘hrenvan.

Ar bloaz war-lerc‘h eta, roue Breizh-Izel a gasas da baeañ an tribut d‘ar roue Frañs e daou vab, ar priñs Aorel, e vab henan, hag un‘ all, hag a oa yaouankik c‘hoazh, hag a chomas er ger, dre ma oa kozh, ha ma oa hir an hent bete Pariz:

–Diwall bepred, a lâras d‘e vab henan, a-raok mont eus ar ger, e c‘hoarvezfe droug ebet gant da vreur yaouank.

–Bezit hep aon war gement-se, ma zad; an neb a glaskfe ober droug d‘am breur, en defe da ober ganen-me.

Mont a ra an daou briñs en hent, ha gante en ur c‘harr bihan arc‘hant an tribut. Pa voent degouezhet damdost da Bariz, e kavjont mab ar roue Frañs, hag a oa deut d‘o ambroug. Ar priñs yaouankañ, anvet Arzhur, a oa e-unan er c‘harr d‘ar mare-se; Aorel, e vreur henan, a oa chomet un tammig war-lerc‘h.

–Ha pell emañ c‘hoazh Pariz ? a c‘houlennas Arzhur eus mab ar roue Frañs, hep anavezout anezhan.

–Nann avat, a lâras hemañ; da betra ec‘h et-c‘hwi da Bariz ?

–Da baeañ an tribut d‘ar roue Frañs, evit hon zad, hag a zo chomet er ger ar bloaz-man.

–A ! Te eo eta neuze mab ar roue Breizh-Izel ?

–Ya.

–Kement-se a zo mat; klevet am eus komz ac‘hanout. Penaos, skrilh fall, hag e fellfe dit c‘hoari ganen-me ? Kalz eveldout-te ne rafent ket aon din-me.

–C‘hwi eo eta, neuze, mab ar roue Frañs ?

–Ya.

–Ma ! N‘eo ket me an hini a dle c‘hoari ganeoc‘h, met ma breur henañ, ar priñs Aorel.

–Pelec‘h eman da vreur ?

–Chomet eo un tammig war-lerc‘h; met bremaik hen gwelfet, rak ne daleo ket.

Ar priñs Aorel a degouezhas kerkent, ha mab ar roue Frañs a c‘houlennas digantan:

–Te eo mab henan roue Breiz-Izel, ar priñs Aorel ?

–Ya avat, me eo; ha c‘hwi ?

–Me eo mab ar roue Frañs.

–Ma !

–Hag e fell dit c‘hoari ganen-me ?

–Perak nann ? Pa garfet, ha d‘ar c‘hoari a garfet.

–Ma ! Greomp eta ur c‘hrog gouren, a-raok mont pelloc‘h, amañ war ar c‘hlazenn.

–Greomp ur c‘hrog gouren, p‘ hoc‘h eus c‘hoant.

Ha da deurel o chupennoù d‘an traon, ha da gregiñ kerkent. Met a priñs Aorel a daolas egile ken uhel en aer, ma ne weler ken anezhan, ha pa gouezhas d‘an traoñ, ne oa ken nemet an eskern anezhañ; ar c‘hig holl a oa debret gant ar c‘helien hag ar fubu!

–Allas ! eme Arzhur, pa welas kement-se, penaos mont bremañ da Bariz ? Distroomp d‘ar ger.

–Eomp a-raok bepred, eme Aorel, ha bez hep doan e-keit ma vin-me ganit.

Hag ec‘h ejont a-raok. Pa degouezhjont en Pariz, ec‘h ejont war-eeun da balez ar roue.

–Demat deoc‘h, Sir, a lârjont d‘ar roue Frañs, ni a zo daou vab roue Breizh-Izel, hag ez omp deut da baeah deoc‘h an tribut. Hon zad a zo kozh ha dinerzh bremañ, an hent a zo hir ha diaes, hag ez eo chomet er ger, ar bloaz-mañ; met hon c‘harget en deus da ober e c‘hourc‘hemennoù deoc‘h.

–Kement-se a zo mat, a lâras ar roue kozh: ra vezit deuet mat em falez, ma bugale. Karet am bije gwelet ho tad deut ganeoc‘h ivez… met n‘hoc‘h eus ket gwelet ma mab Charlez war an hent ? Aet e oa d‘hoc‘h ambroug.

–Eo, siwazh ! a lâras Aorel.

–Ha perak ma komzet evel-se ? eme ar roue.

–Alas ! Ne welfet mui ken ho mab Charlez.

–Petra a fell dit da lâret evel-se ?

–Ar priñs Charlez, pa eo degouezhet ganimp, en deus c‘hoantaet ober doc‘htu ur c‘hrog gouren, evit gwelet ma nerzh. Me a sonje ez oa ur paotr mat, evel ma ho poa lâret d‘am zad, hag am eus laket ma holl nerzh, hag am eus taolet anezhan ken uhel en aer, ken pa ‘z eo kouezhet d‘an traoñ, ne oa ken nemet an eskern anezhan. Me oar vat e oa aet bete rouantelezh ar fubu, lec‘h ma eo bet debret e holl gig !

–N‘ a‘ teus ket graet ar pezh a larez aze, ‘mechañs ?

–Allas ! Sir, gwir eo. Met da betra ivez lâret d‘am zad penaos ho mab a oa ur paotr mat, pa ne oa ket ?

Setu glac‘haret ar roue kozh, hag e em lakaas da ouelañ, ha da grial, ken a skloke gantañ ar palez-holl. Ma lâras e vije krouget an dewarlerc‘h ar beure daou vab roue Breizh-Izel. Arzhur en devoa gwall aon; met Aorel n‘en devoa aon ebet, hag a lâre d‘e vreur yaouank:

–Bez hep aon, pa lâran dit, ma breur, ne c‘hoarvezo droug ebet ganit, na ganen-me ivez.

An dewarlerc‘h ar beure, an holl er palez, a oa en gortoz da welet krougañ ar priñs Aorel hag e vreur, evel m‘en devoa lâret ar roue. Met ar roue kozh, me oar vat, a deuas aon dezhañ dirak un den ken kreñv, hag an dewarlerc‘h e lâras da Aorel:

–Petra a c‘honezin oc‘h ober droug dit ? Kement-se ne lakao ket ma mab Charlez da zistreiñ en buhez, ar pezh am eus da ober, bremañ pa n‘am eus mab ebet ken eo da bediñ da chom ganen, pa eo gwir ez out un den dispar war an douar, ha goude ma marv, e vi roue em lec‘h war ar Frañsizien. Kontant out a gement-se ?

–Ya a-walc‘h, a lâras Aorel, met gant ma vo kaset ma breur Arzhur d‘ar ger, bete ma zad, ha na c‘hoarvezo droug ebet gantañ.

–Graet e vo, a lâras ar roue.

Hag e voe lâret neuze da ur bagad soudarded mont da gas ar priñs Arzhur betek e dad, en Breizh-Izel, ha teurel pled mat e c‘hoarvezje droug ebet gantañ.

Aorel a chomas en lez ar roue Frañs, hag a vije neuze dre-holl eus e heul, evel pa vije bet e vab. An daouzek tad a Frañs a gomeras hepdale kasoni outañ, o welet penaos ez oa deut mat d‘ar roue kozh, hag a em glevjomp evit kavout an tu da em dizober anezhañ. Pedet e voe gante da ur pred bras, lec‘h ma voe graet dezhañ evañ kalz a win. I a daole o gwin indan an daol, hag Aorel a eve holl ar pezh a vije diskennet dezhañ. Mezv-brav e oa deut da vezañ, pa daolas unan bennak e win war e droad.

Neuze e welas sklaer penaos e oa trubarderach, hag e savas en e sav, droug ennañ, hag e lâras:

— A ! O klask mezviñ ac’hanon ez oc’h, war a welan ! Met n’eus ket a forzh !…

Kerkent e em daoljont o-daouzek warnañ, o c’hlezeier dic’houinet. Met eñ a grogas en unan anezhe, dre e droad, ha gant hennezh a em lakaas da dornañ ar re all, ken en devoe o lazhet holl. Neuze ec’h eas betek ar roue, hag e lâras dezhañ:

— Lazhet am eus ho taouzek tad a Frañs !

— Ne gredan ket ho pe graet kement-se !

— Eo; marv int holl; emaint du-hont holl war o genou er sal vras; it da welet, mar ne gredet ket, ha anvet daouzek all en o lec’h, pa garfet.

Ar roue kozh ac’h eas kerkent d’ar sal vras, hag a welas eno e daouzek tad a Frañs astennet amañ ha du-hont, e-touez ar pladoù hag ar podoù torret, hag holl marv-mik. N’hallas ket harz’ a skuilh daeroù, o welet kement-se.

Anvet e voe daouzek tad a Frañs all. Met, evel ar re gentañ, e komerjont hepdale kasoni eus Aorel, dre ma ne rae netra ar roue nemet dre e guzul, ha ne selaoue netra eus kement a lârent-i dezhañ. Ar roue a oa deut da vezañ kozh ha dinerzh. Ma roas dezhañ da grediñ an daouzek tad a Frañs penaos na oa nemet priñsez he blev aour, hag a oa o chom en rouantelezh an hup[,GH] a c’hallje roiñ dezhañ ar yec’hed, ha nerzh, evel en e yaouankiz.

— Klevet a-walc’h am eus komz eus priñsez he blev aour, a lâras dezhe. Met piv a zo den d’he degas din? Unan bennak ac’hanoc’h marteze?

— Ar priñs Aorel, Sir, he degaso deoc’h, mar kar: lâret en deus bezañ den d’hen ober.

— Ya? Neuze e vo ret dezhañ ober ar pezh en deus lâret.

Ma voe degemennet d’ar priñs Aorel dont doc’htu da gavout ar roue.

— Penaos, Priñs Aorel, a c’houlennas ar roue digantañ, hag e vefec’h-c’hwi den da degas din em falez, priñsez he blev aour, hag a zo o chom en rouantelezh an hup ?

— Biskoazh n’am eus lâret ger a gement-se, Sir, ne ouzon ket zoken pelec’h emañ rouantelezh an hup…

— Lâret en deus bezañ den d’hen ober, Sir ! a lâras neuze an daouzek tad a Frañs.

— Klevet a ret ? Ret eo deoc’h ober evel m’hoc’h eus lâret, pe n’eus nemet ar marv evidoc’h.

— N’am eus ket lâret ober kement-se; met n’eus ket a forzh, mont a rin, en gras Doue, pa eo ho c’hoant, mar roet din ar pezh a c’houlennin diganeoc’h ?

— Goulennet an dra a garfet, hag ho po, mar be gallet.

— Ma! An daouzek tad a Frañs hag ar Superior am eus c’hoant a deufe ganen.

— Mont a rafont ganeoc’h.

— Neuze e vo ret ober din ur vazh houarn eus ma nerzh.

— Ya, ya, graet e vo, n’ho pet ket a vorc’hed war se.

Ma voe graet ur vazh houarn hag a boueze pemp kant livr, ha neuze e em lakaas ar priñs Aorel en hent, gant ar Superior hag an daouzek tad a Frañs, a oa pell da vezañ kontant a gement-mañ.

Pa voent aet ur pennad hent, Aorel a laras d’an daouzek tad a Frañs:

— Douget din ma bazh !

Ne gredent ket lâret nann, hag e em lakaent a-bep-eil, c’hwec’h ha c’hwec’h, da dougen ar vazh houarn, ha bec’h warnezhe.

Ma tegouezhjont en ur ger, hag e lâras Aorel d’ar Superior trokañ dilhad gantañ. Ar pezh a voe graet. O tremen e-biou ur gouent leanezed, Aorel a skoas war an nor, hag e teuas ar Superiorez da digeriñ:

— Demat deoc’h, ma breur, a lâras dezhañ, pa welas e wiskamant.

Ma c’houlennas koaniañ ha lojañ el leandi, gant e gompagnunezh; hag e voent degomeret mat. Pa voe aet an holl da gousket, Aorel ac’h eas da gambr ar Superiorez. Daouzek leanez ez oant eno, ha daouzek noz e kouskas el leandi, ha bep noz gant unan al leanezed. An drizekvet deiz ec’h ejont arre en hent.

War-dro nav miz goude kement-mañ, an daouzek leanez a c’hanas pep a vab ar c’haerañ. Ar bobl, o welet kement-se, a lakaas an tan el leandi, hag e voe devet-holl, hag al leanezed ivez. Met an daouzek bugel a voe roet da vagerezed da vagañ, hag e voe merket war ul levr penaos ar priñs Aorel, mab da roue Breizh-Izel, a oa tad dezhe o-daouzek.

Goude bale ha dornañ hent e-pad pell amzer, e tegouezhjont en penn-ker rouantelezh ar Vorianed. An dud holl a oa en glac’har bras eno. Ma c’houlennas Aorel petra a oa kiriek da gement-se, hag e voe lâret dezhañ penaos merc’h ar roue a dlee mont an dewarlerc’h da debrin da ur sarpant a seizh penn a oa en ur c’hoad bras. Unan bep seizh vloaz, a wad ar roue, a ranke da gaout.

— Penaos, a laras Aorel, pa glevas kement-se, ha n’eus den ebet er gêr-man evit lazhañ al loen-se, ha salviñ buhez ar briñsez ?

— Allas ! a voe lâret dezhañ, hennezh a zo ul loen ken spontus! Netra na c’hall harz’ outañ.

An dewarlerc’h, Aorel a em gavas war hent ar briñsez, pa oa o vont d’al loen. Un nebeut soudarded hepken a oa deut ganti bete bord ar c’hoad. Gouelañ hag estlammiñ a rae ar briñsez kaezh, ma oa un druez he gwelet.

— Deut ganen war lost ma marc’h, Priñsez, a lâras dezhi Aorel.

— Allas ! emezi, ne erruiñ nemet re abred; ne youlan ket mont war varc’h d’ar marv.

Aorel a diskennas d’an douar, hag a lakaas anezhi war lost e varc’h, hag a lâras dezhi bezañ hep aon hag e teuje a-benn eus ar sarpant.

Mont a eurejont neuze indan ar c’hoad. Pa voent degouezhet e-tal toull ar sarpant, al loen spontus a vountas e seizh penn er-maez, hag a lâras:

— Distaol din ar plac’h amañ.

— Hola ! Deus d’he c’herc’hat, mar teus c’hoant, rak ret e vo he gonit.

Ha setu neuze ur gombat furius. Frikañ a ra Aorel daou benn d’ar sarpant, gant e vazh houarn.

— Kartier, bete warc’hoazh ! a lâr al loen, neuze.

— Hag az po, a laras Aorel; kenavo warc’hoazh eta.

Hag e tistroas neuze gant ar briñsez, n’he devoa bet poan ebet. Met deut e-maez ar c’hoad, e lâras dezhi mont he-unan d’ar ger, hag hen kavje an dewarlerc’h arre. Hag ec’h ejont pep hini en e du.

Pa degouezhas ar briñsez en palez he zad, e voe an holl souezhet-bras, rak ne oa den en sell anezhi; biskoazh ne oa bet gwelet kemend-all.

— Penaos, ma merc’h kaezh, a lâras ar roue, o pokat dezhi, bev ez out c’hoazh eta ?

— Ya, gant gras Doue, ma zad.

— Ha penaos ez eo c’hoarvezet kement-se ?

— Ur Superior yaouank (dilhad ar Superior a oa bepred gant Aorel) am eus kavet war lez ar c’hoad, hag en deus lâret din mont gantañ war lost e varc’h, ar pezh am eus graet, hag ez eo em gannet gant ar sarpant, hag en deus troc’het daou benn dezhañ.

— Da betra n’eo ket deut ganit d’ar palez ?

–Lâret a-walc’h am eus dezhañ met n’ en deus ket youlet dont. Allas! Warc’hoazh e vo ret mont arre da doull ar sarpant! Met lâret en deus dont d’am sikour, evel hirie.

Ma voe prest diskleriet ar c’heloù mat dre gêr; ha setu souezhet ha laouen an holl.

An dewarlerc’h ec’h eas arre ar briñsez etrezek toull ar sarpant, ha ganti un toullad soudarded d’he ambroug ur pennadig, rak he zad hag he c’herent na gredent ket tostaat d’ar c’hoad. Mil aon o devoa ne gavje ket ar Superior yaouank. Pa oa o vont gant an hent, gorrek, ha trist-bras, degouezhet tost d’ar c’hoad, e welas un den war varc’h; met allas! ne anaveze nag an den nag ar marc’h evit bezañ ar re an deiz diagent. Ur gwiskamant all hag ur marc’h all en devoa komeret ar priñs Aorel. Mont a eure betek ar briñsez, hag e laras dezhi arre:

— Deut ganen war lost ma marc’h.

Neuze ec’h anavezas anezhañ, hag e pignas war lost e varc’h.

Evit diverrañ, Aorel a frikas arre daou benn d’ar sarpant, a c’houlennas arre kartier betek an dewarlerc’h. Reiñ a eure kartier dezhañ, hag ar briñsez a zistroas arre d’ar ger, hep droug ebet. Evel an deiz diagent, Aorel na youlas ket mont ganti, met lâret a eure dezhi e em gavje ganti c’hoazh an dewarlerc’h, hag ec’h ejont neuze pep hini en e du.

An dewarlerc’h, ec’h eas arre ar briñsez, hag e kavas Aorel eus he gortoz, ha gantañ ur gwiskamant all hag ur marc’h all. An dro-mañ, an emgann a voe diaesoc’h ha terruploc’h eget an daou deiz kentañ. Dont a eure a-benn koulskoude ar priñs, gant kalz a boan, da frikañ an tri fenn a oa manet gant ar sarpant, ha neuze e troc’has ar seizh teod er seizh penn, hag o lakaas en ur sac’h, war gein e varc’h, hag ec’h eas, an dro-mañ, gant ar briñsez da balez he zad. An holl a lare war an hent, dre ma tremenent, o welet Aorel o tegas ar briñsez d’ar ger:

— Hemañ avat a zo ur gwaz !

Ar c’heleier hag an trompilhoù a sone en ker, ar roue kozh a bokas da Aorel, dirak ar bobl hag a laras dezhañ e vije e vab-kaer hag e roje dezhañ e gurunenn. Gouelioù, festoù ha c’hoarioù a voe neuze e-pad eizh deiz, hag ouzhpenn.

War-dro pemzek deiz pe ur miz goude, ‘vel ma komze ar roue a ober an eured raktal, Aorel a laras dezhañ penaos e oa ret dezhañ mont a-raok bete kastell Priñsez he blev aour, pa en devoa lâret mont; met pa zistroje, e vije graet an eured, ha neuze e chomje gantañ en e balez.

Mont a ra eta Aorel en hent, gant e re; met a-raok mont, en devoa graet d’ar briñsez evel da daouzek leanez al leandi. Bale a reont, bale a reont, hag an daouzek tad a Frañs a ranke dougen bazh houarn ar priñs, hag ez oant skuizh-bras oc’h ober ar vicher-se; met ne gredent ket koulskoude em glemm re uhel.

Ma tegouezhjont un deiz dirak ur c’hozh kastell, en kreiz ur c’hoad. Ouzhpenn pemp kant vloaz a oa na oa bet kristen eno. Ma lennjont merket war ur peul maen, dirak an nor-borzh penaos ez oa eno o chom Kaour Sant Jili, hag en devoa seizh junt ha seizh ugent, ha seizh troatad en pep junt.

— Hola ! a lâras neuze Aorel, hennezh avat a rank bezañ ul loen! Ret eo din gwelet anezhañ.

An daouzek tad a Frañs hag ar Superior o devoa aon bras, hag e larjont dezhañ:

— N’eomp ket aze; eomp a-raok !

Met ne selaoue ket anezhe, hag e skoas war an nor. Den na gomze ha na fiñve. Skeiñ a eure a-nevez. Trouz ebet bepred. Neuze e torras an nor gant e vazh houarn. Mont a eurejont er porzh, Aorel a-raok, hag ar re all drekañ, hag aon bras dezhe. Den bepred. Mont a eurejont er gegin, hag e weljont eno ur vaouez kozh, hir he dent, barvek he groñj, oc’h aozañ e voued d’ar jeant.

— Demat deoc’h, mamm-gozh ! a lâras dezhi Aorel.

Ma tizroas neuze, hag e voe souezhet-bras o welet Aorel hag e heul, hag e lâras:

— Dre belec’h ez oc’h-c’hwi deut amañ ?

— Dre an nor eta, mamm-gozh, a lâras Aorel.

— Serret-mat e oa koulskoude an nor, a gredan.

— Ya, met setu amañ an alc’hwez en deus he digoret.

Hag e tiskouezas dezhi e vazh houarn.

— Da betra ez oc’h-c’hwi deut amañ, ma bugale ?

— Ma feiz, mamm-gozh, da welet Kaour Sant Jili, hon eus klevet lâret a zo un dra burzhudus.

— Ma mab eo; gwelet a-walc’h a refet anezhañ, siwazh deoc’h !

— Ba ! Mamm-gozh, me n’on ket ur paotr spontik; pelec’h emañ ho mab? Rak mall am eus d’hen gwelet.

— It d’e gambr, hag hen gwelfet. Kousket eo bremañ; met un horzh houarn a bemp kant livr a welfet en kichen e wele, hag a zo evit hen dishuniñ.

— Ma! Lest-eñ ganen, m’hen dishuno a-walc’h.

Hag Aorel a bignas kerkent d’ar gambr, hag a lezas ar re all eus-traoñ. Pa welas ar jeant astennet war e wele, e chomas ur pennadig da sellet outañ, digor-bras e zaoulagad, hag e c’henou ivez, hag evitañ na oa ket spontik, e voe fromet un nebeud. Sell amañ avat ul loen ! a lâras. Kregiñ a eure neuze en horzh houarn, hag e skoas un taol war e benn. Ar jeant na eure van ebet. Ma skoas un taol all kreñvoc’h. Ma reas neuze un dro en e wele, hag e lâras:

— Kregiñ a ra ar c’hwen !

Aorel a skoas neuze war benn ar jeant, gant e vazh houarn, ha deus e washañ. Ar jeant a digoras neuze e daoulagad, hag a savas e benn, hag a voe souezhet-bras o welet un den en kichen e wele, hag a lâras:

— Petra a glaskez-te amañ, preñv douar ?

— Klevet am eus lâret ez oc’h ur paotr mat, hag ez on deut da c’hoari ganeoc’h, rak me n’on ket ivez ur bugel.

— Ha gwir ? Ma, diskenn er porzh, me a diskenno ivez, hepdale, hag e weli neuze piv ez on-me.

Aorel a diskennas en porzh ar c’hastell, gant e vazh houarn, hag ar jeant a savas eus e wele hag a deuas ivez, hepdale. Ma komeras ur falc’h vras hag e savas ganti war ur maen bras a oa en kreiz ar porzh, hag ur c’hazh n’en dije ket gallet tremen etrezi hag ar mogeroù, hep bezañ troc’het dre an hanter. Met Aorel a dalc’he dirazañ e vazh houarn, trempet en gwad aspik, ha bep taol, e teue ganti un tamm eus a falc’h ar jeant, kement ha ken bihan ken na vanas ken nemet troad ar falc’h en e zorn. Neuze e frikas ar jeant a daolioù bazh.

Ma chomjont er c’hastell un toullad deizioù, ha goude ec’h ejont arre a-raok. Met kent evit mont, Aorel a verkas war ur peul maen, dirak dor-borzh ar c’hastell, penaos e oa tremenet dre eno, hag en devoa lazhet Kaour Sant Jili en devoa seizh junt ha seizh ugent, ha seizh troatad en pep junt.

Degouezhout a eurejont ur pennad goude gant ur pont kaer war ur ster, ha war ar pont-se e oa oc’h ober gward un touseg hag a oa kement hag ur vuoc’h, ha na leze den da dremen.

— Arsa, paotred, a lâras ar priñs Aorel d’an trizek all pa welas al loen euzhus-se, bremañ e vo ret deoc’h pokat d’an touseg-se !

Setu-int holl da estlammiñ, ha da euzhiñ, ha da souzañ a-dreñv, nec’het-bras o klevet kement-se.

— Piv ac’h aio da gentañ ?

N’eo ket war-raok ec’h aent, met war-dreñv. Aorel ac’h eas neuze betek al loen, a oa spontus da welet, hag a roas dezhañ un taol gant e vazh houarn, hag hen lazhas mik. Neuze e lâras arre d’e drizek kompagnun:

— Bremañ e pokfet dezhañ, me oar vat ?

Sevel a rae o c’halonoù, pa sellent outañ, met ret e voe dezhe pokat d’an amprevan.

Aorel a verkas arre war ur peul maen, en penn ar pont, penaos ez oa tremenet dre eno, hag en devoa lazhet an touseg a oa oc’h ober gward war ar pont, pemp kant vloaz a oa, ha n’en devoa lezet nikun da dremen e-pad an amzer-se.

Neuze ec’h ejont arre a-raok, da glask kastell Priñsez he blev aour. Ma tegouezhas dezhe tremen ur pennad goude dre un dezert bras, lec’h ma oa suilhet holl ha na oa ket ur c’heotenn c’hlas. Met er penn all d’an dezert-se e kavjont ur prad kaer, leun a vleunioù koant hag a evned hag a gane gae, hag a wez karget a frouezh ar gwellañ. Azezañ a reont eno e-touez ar geot hag ar bleunioù c’hwez-vat, da ziskuizhañ ha da debrin frouezh. Hag e welent war un dosenn, diraze, ur c’hastell ar c’haerañ, hag en ur prenestr eus ar c’hastell-se e oa ur briñsez kaer evel an heol o kribat he blev melen-aour gant ur grib aour.

Kemer a reont kalon, o welet kement-se, hag e savont hag e valeont etrezek ar c’hastell a soñje gante ne gavjent biken. Pa voent degouezhet e-tal an nor-borzh, Aorel a skoas warni. Den na deuas da digeriñ, ha na gomzas ivez. Ma skoas un eil gwezh, kreñvoc’h. Netra bepred. Neuze e torras an nor, gant e vazh houarn, hag ec’h ejont o-fevarzek er porzh. Met allas! En-dro d’ar porzh-se e oa daouzek jeant, kreñvoc’h eget Aorel, hag e lemjont digantañ e vazh houarn, hag o lakajont holl en kaouedou houarn, da lardañ, evel yer, evit bezañ debret diwezhatoc’h, pa vije deut an amzer.

Met lezomp ar re-mañ bremañ en o c’haouedoù, lec’h o c’havfomp diwezhatoc’h, ha pleomp un tamm gant daouzek mab ar priñs Aorel, ganet eus an daouzek leanez er gouent lec’h ma en devoa kousket daouzek noz.

Ar re-mañ a oa daouzek paotr an terruplañ. Pa voent deut en o dek vloaz, (tost da daouzek vloaz a oa abaoe ma oa ar priñs Aorel en hent) e voe lâret dezhe piv e oa o zad, hag e c’hoantajont mont da glask anezhañ dre ar bed. Setu-int eta en hent o-daouzek, hep gouzout etrezek pelec’h mont. Bale a reont, dornañ a reont hent a bep tu, ken a degouezhjont ivez en rouantelezh ar Vorianed. Merc’h roue ar Vorianed he devoa bet ivez ur mab bihan eus ar priñs Aorel, hag a oa anvet ar priñs Daofin. Hemañ en devoa war-dro oad an daouzek all, hag a oa ivez ur paotr ar c’haerañ. Ma tegouezhas dezhañ bezañ o vale war an hent dre lec’h ma teuas daouzek mab al leanezed, ha p’o gwelas, ec’h eas o bete, hag e c’houlennas digante:

— Pelec’h ec’h et-c’hwi evel-se, paotred ?

— Da glask hon zad, a lârjont dezhañ.

— Ha piv eo ho tad ?

— Ar priñs Aorel, mab roue Breizh-Izel.

— Ar priñs Aorel ? Met hennezh a zo tad din-me ivez!

— Neuze eta emañ amañ o chom ?

— N’emañ ket amañ o chom; met deut ganen bete ma zad-kozh ha ma mamm, ma c’houlennin digante ma lezel da vont ganeoc’h ivez da glask ma zad.

Mont a reont gantañ da balez roue ar Vorianed, hag e dad-kozh hag e vamm, o welet penaos ez oant holl heñvel an eil eus egile, a gredas aes penaos o devoa un hevelep tad hag ar priñs Daofin. Ma voent degomeret mat, hag e tremenjont an noz er palez. An dewarlerc’h ar beure, daouzek mab al leanezed a savas beure mat, evit mont arre en hent. Ar priñs Daofin a lâras neuze ec’h aje ivez gant e vreudeur da glask e dad. Kaer o devoa e vamm hag e dad-kozh pediñ anezhañ da chom er ger, ret e voe dezhe hen leuskel da vont. Neuze e dad-kozh a roas dezhañ ur c’hleñve hag a droc’he an dir hag an houarn evel koad, ha setu-int o-zrizek en hent. Bale a reont, bale a reont kement ha kement ma em gavont un deiz dirak ur c’hozh kastell, en kreiz ur c’hoad, ha war ur peul maen dirak dor-borzh ar c’hastell-se, e lennont merket penaos e oa eno o chom Kaour Sant Jili, hag en devoa seizh junt ha seizh ugent, ha seizh troatad en pep junt; ar pezh a spontas anezhe un tammig, ha ne gredent ket skeiñ war an nor. Met war ur peul maen all e weljont merket penaos ar priñs Aorel a oa tremenet dre eno, hag en devoa lazhet Kaour Sant Jili, ha goude ez oa aet pelloc’h da glask Priñsez he blev aour.

— Hag a zo mat ! a lârjont neuze; tremenet eo hon zad dre amañ, ez omp war an hent mat, dalc’homp da vont eta, ha na gollomp ket a amzer.

Ha setu-int da dornañ hent arre, leun a galon. Ma tegouezhjont neuze hepdale, e-kichen ar pont lec’h m’en devoa lazhet o zad ar pikol touseg a oa oc’h ober gward war ar pont. Hag e lennjont arre merket war ur peul maen, en penn ar pont, penaos ez oa tremenet dre eno ar priñs Aorel, hag en devoa lazhet an touseg.

— Mat! a lârjont, laouen-bras, hon zad n’emañ ket pell ken, me oar vat.

Hag e treme[n]jont ar pont, hep droug, goude e tremenjont c’hoazh an dezert lec’h na oa na dour, na frouezh, na netra a c’hlas, hag e tegouezhjont neuze en ur prad kaer lec’h ma oa ur feunteun dour sklaer, ha gwez lec’h ma kane an evned, ha bleunioù koant, hag a bep seurt frouezh mat da zebriñ. Hag ec’h evjont dour eus ar feunteun, rak bras e oa o sec’hed, hag e kutuilhjont frouezh eus ar gwez, hag ec’h azezjont war ar geot d’o debriñ, ha da ziskuizhañ.

Pa oant evel-se en o flijadur, ar priñs Daofin a welas pell ur c’hastell kaer war un dosenn, hag en ur prenestr ar c’hastell-se, ur briñsez kaer evel an heol o kribat he blev rnelen-aour gant ur grib aour.

— Hola ! Paotred, emezañ, setu-ni tost da benn hon foanioù! Setu du-hont, me oar vat, kastell Priñsez he blev aour lec’h ma tle bezañ hon zad. Ne welet-c’hwi ket ar briñsez en prenestr he c’hambr o kribat he blev melen-aour gant ur grib aour ?

— Ya avat ! a lâras an daouzek all; eomp doc’htu etrezek ar c’hastell.

Hag e savjont kerkent, hag ec’h eont etrezek ar c’hastell. Skeiñ a reont war an nor. Nikun ne zeu ha ne gomz. Ma skoont ur wezh all, kreñvoc’h. Trouz ebet bepred. Neuze ar priñs Daofin a dorr an nor, gant e gleñve, hag ec’h eont er porzh o-zrizek. Kerkent an daouzek jeant a deuas evit teurel warnezhe o c’hrabanoù. Met ar priñs Daofin a em lakaas da c’hoari gant kleñve e dad-kozh, hag o zroc’has holl a bezhioù munut. Priñsez he blev aour a oa o sellet en he frenestr ha pa welas ez oa marv an daouzek jeant, e tiskennas hag ec’h eas betek ar priñs Daofin hag e lâras dezhañ:

— Trugarez dit, Priñs Daofin, paotr mat! Te ha da vreudeur a zo deut amañ da glask ho tad, ar priñs Aorel ?

— Ya avat, Priñsez, a lâras ar priñs Daofin.

— Ma! Poent bras ez oa deoc’h degouezhout, rak hirie a zo ur bloaz abaoe ma ‘z eo degouezhet amañ, gant an daouzek tad a Frañs hag ar Superior, ha warc’hoazh kentañ e tleent bezañ lazhet ha debret holl gant ar jeanted.

— Pelec’h emaint ? a c’houlennas ar priñs Daofin.

— Deut ganen hag o gwelfet.

Hag ar briñsez o c’hasas lec’h ma oant o-fevarzek, en pep a gaoued. Ar priñs Daofin, gant e gleñve, a drailhas ar c’haouedoù, hag e teujont er-maez, ha neuze ar priñs Aorel a anavezas e vugale, hag a bokas dezhe, gant daeroù a joa.

Neuze Priñsez he blev aour a gomzas evel-henn d’ar priñs Aorel:

— C’hwi, Priñs Aorel, a zo bet degaset amañ gant ar roue a Frañs, evit ma c’herc’hat da reiñ dezhañ ar yec’hed.

— Gwir eo, Priñsez, a lâras ar priñs Aorel.

— Ma! Mont a rin ganeoc’h, a-greiz ma c’halon. Pell awalc’h a zo abaoe ma ‘z on dalc’het amañ indan gazelge gant an daouzek jeant en deus lazhet ar priñs Daofin, ho mab, hag ivez gant an daou loen lous all, Kaour Sant Jili hag an touseg a diwalle ar pont, hag hoc’h eus lazhet, o tont amañ. N’on ken bremah indan o beli, gras deoc’h. Eomp kuit eta, hag eomp prim.

Ha neuze, hep muioc’h dale, e komerjont holl an hent evit mont da balez ar roue Frañs.

Pa oant o tremen dre rouantelezh roue ar Vorianed, ec’h ejont da welet ar roue kozh, hag e voent degomeret mat. Ar priñs Aorel a voe neuze euredet gant merc’h ar roue, mamm ar priñs Daofin. Evel ma oa deut war an oad, ha ma oa kozhet gant e holl labourioù hag e holl boanioù, abaoe ma oa deut eus ar gêr, Priñsez he blev aour a rentas dezhañ ar yaouankiz hag an nerzh kentañ, gant an dour a vuhez, a oa deut ganti.

E-pad pemzek deiz leun e voe gouelioù, festoù hag a bep seurt c’hoarioù en palez roue ar Vorianed, ha neuze e em lakajont arre holl en hent etrezek ar Frañs.

Pa degouezhas Priñsez he blev aour en Pariz, e voe souezhet-bras holl o welet ‘vel ma oa koant ha kaer. Netra nemet ar gweled anezhi a oa a-walc’h evit laouenaat kalonoù ar re a oa trist, ha reiñ ar yec’hed d’ar re a oa klañv. Pa deuas en kambr ar roue kozh, ez oa fall-fall, o vont da vervel. Met kerkent ha m’he gwelas, e em gavas yac’h, hag e c’hoarzhas ouzh ar briñsez, hag e lâras dezhi:

— Setu-c’hwi deut eta, Priñsez kaezh!

— Ya, Sir[,] penaos e em gavet ?

— Brav-bras e em gavan bremañ, Priñsez; netra nemet ar gweled ac’hanoc’h a zo a-walc’h evit reiñ ar yec’hed da un den hanter-varv; yac’h on evel biskoazh !… Bremañ e vefomp dimezet hag euredet, Priñsez ?…

— Ya, met evel ma ‘z oc’h un tammig kozh ha dinerzh evit bezañ ma fried evel ma ‘z oc’h, e vezo ret, a-raok, ober deoc’h evel am eus graet d’ar priñs Aorel, a-raok ma eo bet euredet da verc’h roue ar Vorianed. Sellet ‘vel ma ’z eo bremañ yaouank, ha koant, ha nerzhus! Deut a zo ganen dour a varv ha dour a vuhez, ha kement-se na bado ket pell amzer, hag ouzhpenn n’ho po poan ebet.

Ma lâras dezhi an diot kozh ober dezhañ evel ma karje. Hag e skuilhas warnañ neuze ur bannac’h dour a varv; ha setu-eñ marv-mik kerkent. Met neuze, el-lec’h skuilh’ war e gorf dour a vuhez, ‘vit ma teuje arre en buhez, e lâras douariñ anezhañ, buan. Ar pezh a voe graet. Ha neuze e voe dimezet hag euredet Priñsez he blev aour gant an hini en devoa he delivret eus a indan veli an daouzek jeant, ar priñs Daofin, mab ar priñs Aorel ha merc’h roue ar Vorianed.

Hag e voe a-nevez gouelioù, ha festoù, ha bep seurt c’hoarioù, e-pad ur miz leun.

Daouzek mab an daouzek leanez, a voe laket da dadoù a Frañs, el-lec’h ar re gozh.

Kontet gant Fanch FULUP,
Kemener, en Pluned,
1871

Gildas Hamel